Roparz Hemon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 53:
 
[[Skeudenn:Mordier, Vallée, Elies, Hemon.jpg|thumb|right|250px|A-gleiz da zehou : [[Meven Mordiern]], [[Frañsez Vallée]], [[Fañch Elies Abeozen]] ha Roparz Hemon etre an daou vrezel-bed.]]
[[Skeudenn:Niverenn 01 Gwalarn.jpg|thumb|left|180px|Niverenn gentañ ''Gwalarn'', 1925, kensinet gant Roparz Hemon hag [[Olier Mordrel]].]]
Mont a reas e darempred gant emsaverion p'edo o studiañ ar yezhoù e Pariz adalek [[1922]]. Da heul e reas anaoudegezh gant ur yoc'h mat a dud eus an ''[[Emsav]]'', tud yaouank ha kozh, koulz rannvroelourion, emrenerion ha broadelourion. En e levr ''An dud am eus anavezet'' e kaver e zezrevell eus an anaoudegezh a reas gant emsaverion ha yezhourion war ar brezhoneg e Pariz pe e Breizh evel [[Jakez Kerrien]], [[Yann Sohier]], [[Jakez Riou]], [[Emil Ernod]], [[Frañsez Debauvais]], [[Meven Mordiern]], [[Tangi Malmanche]], [[Abeozen]], [[Jarl Priel]], [[Youenn Drezen]] pe [[Langleiz]] etre an daou vrezel-bed.