Roparz Hemon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 99:
===Harlu e Bro-Iwerzhon===
[[Skeudenn:Ti Roparz Hemon Dulenn.jpg|thumb|right|275px|An ti m'edo Roparz Hemon o chom e ''12, norwood park Ranelagh'' e Dulenn.]]
[[Skeudenn:Roparz Hemon 02.jpg|thumb|left|Roparz Hemon en harlu.]]
Dreistbevañ a reas un nebeut amzer e [[Pariz]] hag ez eas kuit da [[Iwerzhon|Vro-Iwerzhon]] e miz Gouhere [[1947]], ma labouras evit an ''Institute for Advanced Studies'' (“Savadur an imbourc'hioù araokaet”) evel kelenner hag enklasker war ar brezhoneg. Mont a rae da labourat er ''School of Celtic Studies'' (“Skol ar studioù keltiek”), en ''Institute for Advanced Studies'' , d'an ''10 Burlington Road'' e Dulenn. Bevañ a reas e-pad meur a vloavezh en ti lec'hiet d'an ''12, norwood park ranelagh'' e [[Dulenn]]. Eno e veve gant ur Breizhad yaouank. Ne zistroas da Vreizh ken gwech ebet.
 
War-lerc'h ar brezel e chomas meur a vloavezh hep ober netra a-fet Emsav. E[[1951]] e tivizas Roparz Hemon diazezañ ur strollad nevez, stag ouzh ar C'hendalc'h Keltiek. Dre ul lizher deiziadet d'ar 24 a viz Gwengolo [[1951]] en doa goulennet an emsaver gant danvez izili Skourr Breizh ar C'hendalc'h Keltiek d'en em vodañ e Gwengamp d'an 3 a viz Du, e ti [[Vefa de Bellaing]]. Meur a emsaver en em gavas d'an emvod-se, war galv Roparz Hemon, evel [[Marsel Klerg]], [[Per Denez]], [[Maodez Glanndour]], [[Ronan Huon]], [[Roperzh ar Mason]], da lavarout eo rummad nevez an emsaverion. Roparz Hemon n'edo ket en emvod-se, met dre e baeroniezh e voe roet lañs d'ul luskad nevez en emsav.<ref>''Skol Walarn, Un tonkad hag un oberenn'', [[Youenn Olier]], Imbourc'h, 1995, pajennoù 14-15.</ref>