Roparz Hemon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 79:
Dont a reas da vout speaker war [[Radio Roazon-Breiz]] ma teuas da vout rener da-c'houde. Labourat a rae dindan veli an Alamaned ken a-fet melestradurezh, ken a-fet kealiadurezh. War ar skingomz-se e reas an abadennoù kentañ savet e brezhoneg. Sevenadurel-rik e oa an abadennoù-se. E-touesk ar pezhioù-c'hoari a ginnigas war gwagennoù Radio-Roazon e voe lakaet da selaou unan eus e oberennoù : ''Roperzh Emmet''.<ref>''Skol Walarn, un tonkad hag un oberenn'', Youenn Olier, pajenn 11.</ref>
 
D'an 8 a viz Gouhere [[1941]] e kemeras perzh en un emvod a-benn peurunvaniñ doare-skrivañ ar brezhoneg. Se a oa diwezh ul luskad kroget un nebeut bloavezhioù 'zo gant ar re a veze graet "peurunvanerien" anezho. En emvod en em gavas tud hag a oa boazet d'ober gant doare-skrivañ Emgleo ar Skrivagnerien, savet e [[1908]] gant [[Frañsez Vallée]], evel [[Frañsez Kervella]], [[Yann-Vari Perrot]], [[PerPêr BourdellesBourdellez]], [[Fañch Elies Abeozen]] ha tud hag a oa boazet d'ober gant doare-skrivañ hengounel eskopti Gwened evel [[Loeiz Herrieu]], [[Roperzh ar Mason]] pe ar yezhour an tad Le Goff. Un emglev a voe kavet dindan anv ar skritur [[peurunvan]] ha kerkent ha diwezh ar bloavezh 1941 e voe aotreet ar skolioù d'ober un eurvezh brezhoneg dre sizhun, e-maez an eurvezhioù ret. Buan a-walc'h etre 1941 ha 1942 e voe graet gant ar skritur peurunvan-se gant an emsaverion.
 
Dont a reas da vezañ rener ar [[Framm Keltiek]], ur bloaz war-lerc'h e grouidigezh e miz Here [[1941]] gant Leo Weisgerber, un aozadur sevenadurel a vode arzourion, furcherion, enklaskerion...Ar savadur-se a hañvale bout levezonet gant an Deutsche Forschungsgemeinschaft (un doare CNRS alaman<ref>Lionel Boissou, « L'Allemagne et le nationalisme breton (1939-1945) », in ''Bretagne et identités régionales durant la Seconde Guerre mondiale'', dindan renerezh Christian Bougeard, Brest, Kreizenn an enklaskoù breizhek ha keltiek, 2002, p 332. Bout ez eus c'hoazh eus ar savadur-se en deiz a hiziv.</ref>).