Roparz Hemon : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 106:
War-lerc'h ar brezel e chomas meur a vloavezh hep ober netra a-fet Emsav. E[[1951]] e tivizas Roparz Hemon diazezañ ur strollad nevez, stag ouzh ar C'hendalc'h Keltiek. Dre ul lizher deiziadet d'ar 24 a viz Gwengolo [[1951]] en doa goulennet an emsaver gant danvez izili Skourr Breizh ar C'hendalc'h Keltiek d'en em vodañ e Gwengamp d'an 3 a viz Du, e ti [[Vefa de Bellaing]]. Meur a emsaver en em gavas d'an emvod-se, war galv Roparz Hemon, evel [[Marsel Klerg]], [[Per Denez]], [[Maodez Glanndour]], [[Ronan Huon]], [[Roperzh ar Mason]], da lavarout eo rummad nevez an emsaverion. Roparz Hemon n'edo ket en emvod-se, met dre e baeroniezh e voe roet lañs d'ul luskad nevez en emsav.<ref>''Skol Walarn, Un tonkad hag un oberenn'', [[Youenn Olier]], Imbourc'h, 1995, pajennoù 14-15.</ref>
Kenderc'hel a reas da skrivañ e meur a stil (barzhoniezh, c'hoariva, romantoù, yezhadurioù, geriadurioù, arnod-skridoù, levrioù evit ar re yaouank ha kement 'zo). Sevel a reas ar gelaouenn ''Ar Bed keltiek'' en harlu e miz Genver [[1952]] hag e kenlabouras gant ar gelaouenn ''[[Al Liamm]]'' (renet gant [[Ronan Huon]]) a zo ur meni heuliadenn da ''Gwalarn''. ''Ar bed keltiek'' a oa embannet betek miz Kerzu [[1970]]. Da gentañ, ar gelaouenn-se a oa bizskrivet gant Roparz Hemon e-unan e Dulenn, hogen war-lerc'h e kemeras [[Ivona Martin]] ar gefridi d'he bizskrivañ hag e oa embannet e Brest. [[Alan Heussaff]], dreist-holl, a skrive kalz e-barzh : hennezh a oa en harlu e Bro-Iwerzhon ivez ha darempredoù en doa stank gant Roparz Hemon.
[[Skeudenn:Interamant Roparz Hemon.jpg|thumb|right|Interamant Roparz Hemon e bered Sant-Varzhin e Brest.]]
|