Niki Lauda : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Ferrari: Echuiñ prantad Ferrari
→‎Ferrari: Brabham
Linenn 26:
Poulzet gant e c'hoant bevañ hag e c'hoant redek e tistro Lauda nemet c'hwec'h sizhunvezh goude e wallzarvoud, pa oa tremenet nemet daou redadeg. Daoust ma oa aonik ha memes maenet eo ur gwir haroz, o vezañ blenier Ferrari buanañ hag oc'h echuiñ ar redadeg e pevare plas. E redadegoù war-lerc'h e lak [[James Hunt|Hunt]] ar poentoù etrezo da vihanañ hag a-raok ar redadeg diwezhañ ne chom nemet 3 foent etrezo. Priz Bras diwezhañ ar gevezadeg a oa e [[Japan]], war troiad [[Menez Fuji]]. Titret mat e oa Lauda, ur plas a-dreñv Hunt, met glav a ra an devezh-mañ, ken spontus e tiviz Lauda da zilezel ar redadeg goude un dro, o soñjal e oa re zañjerus, dreist holl evitañ abalamour d'e zaoulagad digroc'hen. Hunt a c'hounez an titl gant ur poent dirak Lauda nemetken. Darvoudoù ar bloavezh-se zo bet kontet e film [[Ron Howard]] [[Rush (film, 2013)|Rush]] gant [[Daniel Brühl]] o c'hoari Lauda.
 
Siwazh roudoù eus ar bloavezh-se a zo splann ar bloaz war-lerc'h, gant darempredoù etre Ferrari ha Lauda o vont gwasoc'h-gwasañ. Gounit a ra ar blenier aostrian aes a-walc'h ar gevezadeg, pas o vezañ an hini buanañ bepred, met o kaout disoc'hoù ingal, met darempredoù fall en deus gant e genskipailher [[Carlos Reuteman]], ha gant darn eus e vekanikerien ha dreist holl gant Enzo Ferrari, a vo fuloretoc'h c'hoazh gant diviz Lauda chom hep redek ar Prizioù Bras diwezhañ, ur wezh gounezet an titl, peogwir e oa roet un trede karr da [[Gilles Villeneuve]]. Mont a ra kuit eus Ferrari evit redek gant [[Brabham Racing]] e [[1978]].
 
=== Brabham a-raok mont kuit eus ar redadegoù kirri ===
Sachet eo bet Lauda da v[[Brabham]] dre e gudennoù gant [[Scuderia Ferrari|Ferrari]], met ivez gant ur gopr a 1 milion a [[Dollar|zollaroù]]. Siwazh evitañ emañ Brabham o treuziñ un amzer diverzh dindan ren [[Bernie Ecclestone]] daoust ma klask traoù nevez e-keñver teknologiezh, evel evit ar Brabham BT46B, ur c'harr gant un turbin divent a-dreñv a-benn lakaat an aer da dremen. Gounez a ra Lauda Priz Bras [[Sveden]] met arabaet eo ar c'harr diouzhtu dre glemmoù ar skipailhoù all. Evit gwir e ouie [[Bernie Ecclestone|Ecclestone]] e oa e garr er-maez eus al lezenn met fellout a rae dezhañ diskouez ne oa ket e-barzh al lezenn kennebeut karr [[Team Lotus|Lotus]] a implije efed al leur. Ouzhpenn-se e klaske Ecclestone prenañ gwirioù kenwerzhel ar [[Formulenn 1]] ha neuze n'eo ket aet a-enep diviz ar CSI. Poulzet gant ur c'heflusker Alfa Romeo en deus ar c'harr kudennoù yaouankiz a lak Lauda da zilezel redadegoù zo, met pa ya en-dro e red mat evel en [[Italia]] pa c'hounez Lauda. Met e [[1979]], e-pad Priz Bras [[Kanada]] e tiviz Lauda dilezel ar Formulenn 1 diouzhtu, skuizh d'ober "troioù", evit krouiñ ur gompanuniezh aerlistri.
 
== Trec'hioù e kevezadeg bed ar Formulenn 1 ==