Niki Lauda : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Skeudennoù
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 17:
Kregiñ a ra mat-tre ar bloavezh [[Kevezadeg bed ar Formulenn 1 1976|war-lerc'h]] daoust d'ar c'hudennoù gant an hini a zo aet war-lerc'h [[Luca di Montezemolo|di Montezemolo]], [[Daniel Audetto]]. Gounit a ra Lauda pevar eus ar c'hwec'h redadeg kentañ, e gevezerien o vezañ [[Jody Scheckter]] war [[Tyrrell Racing|ar Tyrrell c'hwec'h-rod]] ha [[James Hunt]] war [[McLaren Racing|McLaren]]. A-raok Priz Bras Alamagn e oa sklaer evit an holl e c'hounezo Lauda e eil titl war ar renk, ar pezh ne oa ket c'hoarvezet abaoe amzer [[Jack Brabham]] e [[1959]] ha [[1960]]. Koulskoude ne oa ket c'hoarvezet an traoù e-giz-se.
 
[[Restr:Niki Lauda 11.jpg|thumbnail|kleizdehou|Lauda e [[1975]]]]
Renet en doa Lauda un emsav a vlenierien evit boykotiñ ar Priz Bras en abeg da zañjerusted an troiad 23 km hir dindan an hin fall (glav a rae er sizhun a-raok ar redadeg) met votet eo bet gant an darn vrasañ eus ar vlenierien redek ar sul-mañ. Disparti a ra ar redadeg dindan an heol, war un troiad o sec'hañ. Goude un dro gant bandennoù-rod glav e tiviz Lauda, evel ur bern blenierien all, eo gwelloc'h lakaat bandennoù-rod sec'h. En eil tro avat e ya [[Scuderia Ferrari|Ferrari 312 T2]] Lauda er-maez eus an troiad, skeiñ a ra ouzh ur voger, echuiñ e kreiz an hent, treiñ a ra warnañ e-unan o tarzhañ tokarn Lauda er c'hoadoù, a-raok bezañ skoet gant daou garr all. Tanañ a ra karr Lauda diouzhtu. Klask a ra blenierien all, [[Arturo Merzario]], [[Brett Lunger]], [[Guy Edwards]] ha [[Harald Ertl]] lakaat anezhañ er-maez eus e garr tanet met ret eo dezhañ gortoz munutennoù hir e glaouenn-tan-se, o halañ gazoù fall, a-raok bezañ savetaet. Daoust ma oa dihunet e-pad ha just goude ar gwallzarvoud e gouezh Lauda e koma en ospital.
 
Linenn 33:
 
=== Un distro gant McLaren ===
[[Restr:Lauda McLaren MP4-2 1984 Dallas F1.jpg|thumb|dehou|Lauda war ar [[McLaren racing|McLaren]] MP4/2 e [[Dallas]] e [[1985]].]]
Tapet adarre gant ar c'hoant-redek evit lod, pe dre gudennoù arc'hant e gompanuniezh aerlistri evit lod-all, e klask Lauda distreiñ e [[Formulenn 1]] e [[1981]], o vezañ da gentañ konter ar redadegoù evit ar skinwel aostrian. Komz a ra ivez gant [[McLaren Racing|McLaren]] a ziviz lakaat anezhañ da redeke [[1982]]. Diskouez a ra buan a-walc'h n'en deus ket kollet e live o trec'hiñ goude an trede redadeg e [[Long Beach Grand Prix|Long Beach]]. A-raok Priz Bras [[Afrika ar C'hresteiz]] e aoz gant blenierien-all un harz-labour abalamour d'ar Super Aotreegezh nevez a roje ul levezon brassoc'h d'ar skipailhoù war ar vlenierien. Goude un nozvezh serret e hostel e c'hounez ar vlenierien o stourm ha redet eo ar Priz Bras. Echuiñ a ra Lauda pempvet eus ar gevezadeg. N'eo ket ken mat ar bloavezh [[1983]], ren a ra ar gevezadeg un nebeud redadegoù met ne c'hounez netra hag echuiñ a ra 10{{vet}}.
 
[[Restr:Lauda McLaren MP4-2 1984 Dallas F1.jpg|thumb|dehou|Lauda war ar [[McLaren racing|McLaren]] MP4/2 e [[Dallas]] e [[1985]].]]
 
[[1984]] zo un afer all. Degemer a ra [[McLaren Racing|McLaren]] ur blenier nevez [[Alain Prost]], a-enep youl Lauda a ouie pegen kevezus e oa ar blenier gall. Koulskoude e vo mat o darempredoù e-pad o daou bloavezh kenlabour. Ar c'harr nevez, ar MP4/2 zo buan-tre ha rannañ a ra an daou vlenier McLaren an trec'hioù peurvuiañ, 12 war 16, 5 evit Lauda, 7 evit Prost. Koulskoude n'eo ket Prost a c'hounez, dre ma ne oa ket ingal war ar bloavezh, met Lauda diwar un hanter-boent, hini redadeg [[Monako]] a zo bet troc'het a-raok ar fin en abeg d'ar glav. Gounit a ra Lauda ar gevezadeg e [[Portugal]], titret 11{{vet}} met erruet 2{{l}}. Gounit a ra ivez ar bloaz-mañ Priz Bras [[Aostria]] o vezañ ar blenier aostrian nemetañ oc'h ober se.
Linenn 60 ⟶ 61:
 
== Buhez personel ==
[[Restr:Niki Lauda helmet Museo Ferrari.jpg|thumbnail|kleiz|Tokarn Lauda]]
Daou vab hag ur merc'h en deus bet Niki Lauda gant e wreg kentañ, Marlene Klaus, a-raok disparti e [[1991]]. [[Mathias Lauda|Mathias]] a red e redadegoù kirri, sikouret gant e vreur [[Lukas lauda|Lukas]]. Ur mab all en deus bet er-maez eus e eured, Christoph. Dimeziñ a ra adarre e [[2008]] gant Brigit, 30 vloaz yaouankoù, a oa stewardez en e gompanuniezh hag en deus roet unan eus he lounezh dezhañ. Genel a ra Birgit gevell e [[2009]].
 
== Arouezioù ==
[[Restr:Niki Lauda helmet Museo Ferrari.jpg|thumbnail|kleiz|Tokarn Lauda]]
Anavezet eo tokarn Lauda, ruz, gant e anv skrivet war an tuoù, e gwenn. Lesanvet eo bet "Ar Razh" gant e genvsourted blenierien en abeg d'e zent, pe "SuperRazh" ha memes "King Rat". Lesanvet eo ivez "an Urzhiataer".