Su : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
reizhañ daveenn
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
Ar [[Su]] a zo unan eus ar [[pevar avel]] ha merket eo war an [[nadoz-vor]]. En tu kontrol d'an [[Norzh]] emañ hag e ra ankloù skouer gant ar [[Kornôg|C'hornôg]] hag ar [[Reter]].
 
==Kreisteiz==
Ar '''C'hreisteiz''' a vez lavaret anezhañ ivez, diwar lec'hiadur an Heol d'an eur a greisteiz, met kement-mañ n'eo gwir, evit a sell an douaroniezh, nemet en [[hantervoul norzh|hantervoul an Norzh]], ha dreist-holl a-us [[Trovan|Trovan ar C'hrank]]<ref>[[Geriadur Brezhoneg an Here]], p.794a.</ref>: en [[hantervoul su|hantervoul ar su]] emañ an Heol en norzh da greisteiz.
 
Linenn 12 ⟶ 13:
Implijet e vez an termen Su evit menegiñ takadoù bras ha bihan hag a zo gwelet er Su gant an arseller. Dre hollegezh e vez termenet evel broioù ar C'hreisteiz ar re a zo e Su Norzhamerika hag Europa : alies ec'h intenter evel-se ez eus diforc'hioù e-keñver araokadur ar galvezoniezh. An darn vrasañ eus broioù ar Su a vez kavet en [[hemisferenn su]].
 
Evel pep tu eus [[rod an avelioù]] e c'hell bezañ ar ger Su bezañ un [[anv]], un [[anv-gwan]] hag un [[adverb]], an daou ziwezhañ gant un [[s]] bihan.
 
==Dehou==
A-wechoù e vez lavaret "[[dehou]]" eus ar [[su]], evel en droienn ''ar mor dehou'', a gaver e korn-bro [[ar C'hab]] hag [[Enez-Sun]] dreist-holl.<ref>''Ar mor dehou, trapenn emañ en tu dehou d'an enez Sun'', Geriadur Brezhoneg Douarnenez, levrenn "Amzer, avel ha mor", p. 44-45, [[Per Denez]], 1981, [[Mouladurioù Hor Yezh]]</ref>
 
E [[kembraeg]] ivez e talv ar ger ''de'' kement ha ''dehou'' (enebet ouzh ''chwith'') ha kement ha ''kreisteiz'' (enebet ouzh ''gogledd'' neuze), hag an eilstumm ''deau'' zo kement ha ''dehou'' ivez. Ar ger-se eo a gaver en anv [[Deheubarth]] (''Dehoubarzh'' e brezhoneg, da lavarout eo ''parzh an dehou'', pe ''tolead ar c'hreisteiz'').
 
 
== Liammoù diavaez ==
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/wiki/Su »