Roparz Hemon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 64:
Roparz Hemon a grogas da gelenn ar brezhoneg gant [[Skol dre Lizer Gwalarn]] , savet e [[1928]] pe “Brezhoneg ar vugale” d'ar memes bloavezh. Dre hanterouriezh ''Gwalarn'' e savas un dastumad testennoù aes evit an deraouidi anvet “Levriou pemp gwenneg”, skrivet en ur brezhoneg eeun anezho.
 
Adalek diwezh ar [[bloavezhioù 20]] ez ae ingal da gendalc'hioù ar [[Bleun-Brug]] a-benn arvestiñ ouzh ar pezhioù-c'hoari savet gant Tangi Malmanche pe veleion 'zo, a-benn o tiverrañ evit ''Gwalarn''. Enno e reas anaoudegezh gant tud eus an emsav kristen evel [[Yann-Vari Perrot]] ha [[Maodez Glanndour]]. Daoust dezhañ da vout neptu a-fet relijion e komprenas Roparz Hemon e oa katolik lennerion ar brezhoneg, dreist-holl. Klask a reas da skuilhañ e levrioù evit ar vugale er skolioù kristen, o vout ma oa an darn vrasañ eus lennerion ''Gwalarn'' mistri-skol en deskadurezh katolik. Adalek [[1937]] e kemmeskas e oberenn "Brezhoneg ar vugale" gant ar striv renet gant [[Raymond Delaporte|Remont ar Porzh]] eus ar Bleun-Brug, evit lakaat brezhoneg er skolioù kristen dindan anv "Ar Brezhoneg er skolioù".<ref>''Skol Walarn, un tonkad hag un oberenn'', [[Youenn Olier]], emb. Imbourc'h, 1995, pajenn 10.</ref>
 
===An [[eil Brezel-Bed]]===