Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
<br>
<!-- LEFT COLUMN DIV --><div style="float: left; background-color: #B2FFC6; border: 1px solid #7777bb; padding: 1px; width: 245px; margin-top: 4px;">
{{Babel|br|fr|en-4|de-2|es-2|ru-2|la-2|kw-2|he-1}}
<br>
</div>
Linenn 22 ⟶ 21:
 
''-Nann, mez 'zo e beg ar gwez.''
 
==Diwar va fenn==
 
DOMINUS VOBISCUM
 
Va dodennoù muiañ-karet a denn d'ar Relijion — deoliezh ha katekiz hag arall —, d'ar yezhadur, d'ar brederouriezh, d'al lennegezh (gallek, latin, rusianek).
 
Un diskibl ez on da [[Youenn Olier]], [[Goulven Pennaod]] ha [[Guy Étienne]] a-fet arver ar yezh ha preder. Diforc'hioù a zo etrezo — pa deuler evezh war o doare d'emsoñjal war kraf ar gravez da skouer — hogen ar re-se o doa komprenet e oa ar brezhoneg ur benveg evit kizellat trolinenn Breizh da zont dre ur vegenn a live stadel ; ha neuze e tiorrojont mat hon yezh ha laosket testennoù pouezus-kenañ da bouezañ en hon spered. Berr-ha-berr e c'hall an nen ober un emsaver ac'hanon...
 
Gwell ganin sevel un niver dister a bennadoù eus an dibab, dedennus koulz ha deurus ken e vezont, gant notennoù ha skeudennoù leizh o c'horf eget kalfichat ur paot-mat a bennadoùigoù dizeur-meurbet, hep notenn ebet na skeudenn.
 
=="Fabris", "Fabriz" pe "Fabrig" ?==
Linenn 42 ⟶ 31:
 
Neuze, war ar Wikipedia e vo sinet va c'hemennadennoù ''Fabrig'' ha neket ''Fabriz'' eo. "A ya, Fabriz Coupechoux ?" Siwazh ned eus ket tu da gemm pajenn an arverer a-fet titl hag anv ur wezh lakaet war wel hag enrollet hag, diwar-neuze, e chomo ar stumm ''Fabriz'' — a 'm boa dibabet d'ur mare ma oan nebeutoc'h desket war hon yezh — e penn ar bajenn-mañ...
 
==Evezhiadennoù yezhel==
 
Deuet omp a-benn da sevel ur yezh dispar ha skoueriek adalek perzhioù glanañ ha pinvidikañ ar rannyezhoù, a-ziwar an imbourc'hioù a-zivout an henvrezhoneg koulz hag ar c'hrennvrezhoneg kement ha dre an enklaskoù e-keñver an nevezc'herioù ; hogen e chom dipitus an doare toull ma ra an dud gant o fonologiezh. Da skouer e komz tud mennet d'ober gant ar peurunvan evel ma arverfent ar falc'huneg : distagañ a reont [a] e-lec'h [ã] pa lenner "-añ" pe e tistagont [u] e-lec'h [ɔɥ] pa lenner "-où". Ac'h, d'an tan d'an daoulamm ruz !
 
Evezhiadennoù-yezh talvoudus dedennus spletus deurus an arverer [http://www.projetbabel.org/forum/profile.php?mode=viewprofile&u=8300 ''Kenel ha Gwerin''] e anv, war ar forom ''Babel''. Bitrakoù fonologel dreist-holl a-enep da bidennoù 'zo.
 
==Loadoù brezhonek talvoudus==