Dehoù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
 
===Diwar-benn ar skritur ===
''Déou'' ha ''déhou'', e geriadur brezhoneg galleg ar [[Gonideg]] e 1850. .<br />
Adalek [[Emglev ar Skrivagnerien]], e 1907, pa voe savet an doare-skrivañ [[KLT]], betek 1992, ne veze skrivedskrivet nemet ''dehou''. [[Dehou]] e [[Geriadur Vallée]]. <br />
Petra bennak ma oa bet krouet ar sinad [[ù]] e brezhoneg e 1941 ne veze lennet nemet ''dehou'' hervez alioù [[Frañsez Kervella]] en e [[Yezhadur Bras ar Brezhoneg]]<ref>[[Skridoù Breizh]] (1947) : en daolenn 20 gouestlet d'an adverboù-lec'h, pajenn 311, e c'haller lenn ''a-zehou'' ha ''war-zehou''.</ref>. E-barzh an [[Dictionnaire classique français-breton]] (''[[Al Liamm]]'', 1986) gant [[Reun ar Glev]], e kaver ''Tu dehou'' (''Coté droit'') hag ''A-zehou'' (''A droite'') er bajennad 970.<br />
====Abaoe 1992====
E 1992 e voe skrivet ''dehoù'' evit ar wech kentañ er ''[[Geriadur ar brezhoneg a-vremañ]]'', gant [[Francis Favereau]]<ref>[[Skol Vreizh]], ISBN 978-2-903313-41-8</ref>. Koulskoude ne gaver nemet ''dehou'' er geriadurioù all : e [[Geriadur an Here]] (2001), en holl embannadurioù [[Geriadur Hemon-Huon]] betek 2005, e [[Geriadur Ménard]] e 2012, hag en holl embannadurioù all betek 2013. <br />
 
E dibenn Mezheven 2013 avat eo bet divizet gant kuzul skiantel [[Ofis Publik ar Brezhoneg]] erbediñ skrivañ ''dehoù''. <ref>[http://www.opab-oplb.org/177-divizou-hag-erbedadennou-ar-chuzul-skiantel.htm Divizoù hag erbedadennoù Kuzul skiantel [[Ofis Publik ar Brezhoneg]], 26.06.2013]</ref> Daoust da se, e-barzh [[Lizher ur vaouez dianavez]], [[An Alarc'h embannadurioù]], trede trimiziad 2013, e lenner : ''war tu dehou va c'haldrav-skol'', pajenn 21.