Sergei Bubka : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
 
D'an [[13 a viz Gouere]] [[1985]], e [[Pariz]], e voe an atletour kentañ o lammat dreist ur varrenn savet da c'hwec'h metr a uhelder. Un taol-kaer hag a voe-eñ gouest da adober pemp gwech ha daou-ugent e-kerzh peder c'henstrivadeg ha daou-ugent ! Sportour hep e bar en devoa pilet pemp rekord ar bed ha tregont en e ziskiblezh (pa vefe en diabarzh pe en diavaez), kement-mañ etre [[1984]] ha [[1994]].
 
C'hwec'h gwech diouzh renk e oa aet ar maout gantañ da-geñver Kampionadoù bedel an Atleterezh, bet dalc'het en [[Helsinki]] (miz Eost [[1983]], 5,70 m), e [[Roma]] (miz Eost [[1987]], 5,85 m), e [[Tokyo]] (miz Eost [[1991]], 5,95 m), e [[Stuttgart]] (miz Eost [[1993]], 6,00 m), e [[Göteborg]] (miz Eost [[1995]], 5,92 m) hag en [[Aten]] (miz Eost [[1997]], 6,01 m).
 
{{DEFAULTSORT:Bubka, Sergei}}