Sergei Bubka : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''Sergei Bubka''' pe '''Sergei Boubka''' (''An Tsar'' e lesanv), bet ganet d'ar [[4 a viz Kerzu]] [[1963]] e [[Vorochilovgrad]] ([[Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel]] d'ar mare-se ha deuet da vezañ [[Louhansk]] da-heul dizalc'hiezh [[Ukraina]] e [[1991]]), a zo bet un atletour, barrek-kenañ war al [[lammat gant ar berchenn]].

D'an [[13 a viz Gouere]] [[1985]], e [[Pariz]], e voe an atletour kentañ o lammat dreist ur varrenn savet da c'hwec'h metr a uhelder. Un taol-kaer hag a voe-eñ gouest da adober pemp gwech ha daou-ugent e-kerzh peder c'henstrivadeg ha daou-ugent ! Sportour hep e bar en devoa pilet pemp rekord ar bed ha tregont en e ziskiblezh (pa vefe en diabarzh pe en diavaez), kement-mañ etre [[1984]] ha [[1994]].

Abaoe [[1990]], e [[Donetsk]] (Ukraina), e vez dalc'het gant '''Sergei Bubka''' ur genstrivadeg en diabarzh gouestlet d'al lammat gant ar berchenn hepken, [[Pole Vault Stars]] an anv anezhi. Eno e oa bet paket rekord ar bed (6,16 m) gant an atletour gall [[Renaud Lavillenie]] d'ar [[15 a viz C'hwevrer]] [[2014]] ha kement-mañ dindan daoulagad an hini a zalc'he anezhañ betek-hen...'''Sergei Bubka''' e-unan.

C'hwec'h gwech diouzh renk e oa aet ar maout gantañ da-geñver Kampionadoù bedel an Atleterezh, bet dalc'het
en [[Helsinki]] ([[14 a viz Eost]] [[1983]], 5,70 m),
e [[Roma]] ([[5 a viz Gwengolo]] [[1987]], 5,85 m),
e [[Tokyo]] ([[29 a viz Eost]] [[1991]], 5,95 m),
e [[Stuttgart]] ([[19 a viz Eost]] [[1993]], 6,00 m),
e [[Göteborg]] ([[11 a viz Eost]] [[1995]], 5,92 m) hag
en [[Aten]] ([[10 a viz Eost]] [[1997]], 6,01 m).