Dehoù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
P'en devo ar brouenn e lakao an dra-se
→‎E 2013: N'eus abeg ebet e vefe lamet ar frazenn-se da c'hortoz ali splann OPaB !
Linenn 11:
Abaoe deroù ar peurunvan, hag implij an "où", e kaver ar skrivad '''deho<u>ù</u>''' gant skrivagnerien ha kelaouennoù 'zo. Gallout a reer menegiñ ar gelaouenn ''[[Barr-Heol]]'' da skouer, pe skrivagnerien evel [[Maodez Glanndour]]<ref>Gwelet e droidigezh eus ar [[Bibl]], ''Ar Pevar Aviel'', [[Al Liamm]], 1969, da skouer: «Unan en tu ''dehoù'' hag egile en tu kleiz» (Lukaz, 33) p.202.</ref>. Kavet e vez e ''Geriadur arnevez gallek-brezhonek'' [[Imbourc'h]] (1983)<ref>p. 73</ref>. Kavet e vo un tammig diwezhatoc'h e-barzh geriadurioù implijet kaer evel [[Geriadur ar brezhoneg a-vremañ]]<ref>[[Skol Vreizh]], ISBN 978-2-903313-41-8</ref> (1992), ha ''Geriadur divyezhek brezhoneg galleg français-breton'' [[Mouladurioù Hor Yezh]] (1993), hag ivez geriadurioù arbennikoc'h evel ''Geriadur kembraeg-brezhoneg'' [[Rhisiart Hincks]] (1997)<ref>Mouladurioù Hor Yezh, p.57.</ref>. Ne gaver ket an dra-se gant geriadurioù [[Roparz Hemon]], ar pezh n'eo ket souezh pa ne verk ket an [[tired boud]] war an "u" pa ne vez ket al liester, daoust d'an etimologiezh hag ar soniadouriezh<ref>Skrivañ a ra evel-se "goulou" (e-lec'h "gouloù"), ''genou'' (e-lec'h [[genoù]])…</ref>. Kement-se a zo bet heuliet gant geriadurourien evel [[Reun ar Glev]], ma kaver ''Tu dehou'' (''Coté droit'') hag ''A-zehou'' (''A droite'')<ref>er bajennad 970</ref>. E labourioù all evel re [[Frañsez Kervella]] en e ''[[Yezhadur Bras ar Brezhoneg]]'' (1947)<ref>[[Skridoù Breizh]]: en daolenn 20 gouestlet d'an adverboù-lec'h, pajenn 311, e c'haller lenn ''a-zehou'' ha ''war-zehou''.</ref>, pe c'hoazh e [[Geriadur an Here]] (2001), e reer gant ''où'' en degouezhioù ma ne ra ket Roparz Hemon (''gouloù'', ''[[genoù]]''…), met n'en greer ket evit "dehou".<br />
===E 2013===
E Mezheven 2013 eo bet divizet gant kuzul skiantel [[Ofis Publik ar Brezhoneg]] ''degemer ar skrivad'' ''deho<u>ù</u>'' <ref>[http://www.opab-oplb.org/177-divizou-hag-erbedadennou-ar-chuzul-skiantel.htm Divizoù hag erbedadennoù Kuzul skiantel [[Ofis Publik ar Brezhoneg]], 26.06.2013]</ref>, '''hep na vefe erbedet ober gant ar stumm-mañ e-lec'h dehou. <br />
Daoust da se, e-barzh [[Lizher ur vaouez dianavez]], [[An Alarc'h embannadurioù]], trede trimiziad 2013, e lenner : ''war tu dehou va c'haldrav-skol'', pajenn 21.