Sofia Albertina Sveden : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dizober kemmoù 1556804 a-berzh Laberinto16 (kaozeal) N'eo ket vandalerezh, lemel saozneg kuit diwar ar wiki brezhonek
Linenn 13:
=== E lez Sveden ===
 
Sofia Albertina haghehag he breur yaouankañ, [[Fredrik Adolf Sveden]], a oa bugale karetañ o mamm, [[Lovisa Ulrika]], ha tost an eil ouzh egile. Sofia Albertina a vevez e lez he [[mamm]] ha dindan he beli betek he marv e e 1782.
 
E 1778 e voe savet brud gant he mamm, ar rouanez trederannerez, en doa lakaet ar roue Gustav III ober e vab gant ar c'hont [[Adolf Fredrik Munck]], ha mont a reas Sofia Albertina ha Fredrik a du gant o mamm<ref>Alma Söderhjelm (1945). ''Gustav III:s syskon'' (Breudeur ha c'hoar Gustav III) Stockholm: Albert Bonniers Förlag. 23033 (Swedish)</ref>. <br />
En 1780 en em gavas [[karroñs]] ar rouanez trederannerez ha Sofia Albertina gant re ar Roue hag ar Rouanez, Sophia Albertina<ref> ''Gustav III:s syskon'' (Breudeur ha c'hoar Gustav III) Stockholm: Albert Bonniers Förlag. 23033</ref>. </ref>
 
En 1781 e savas bec'h etrezi hag he breur roue, a voe hogos dezhañ harluañ anezhi eus al lez pa nac'has ar rouanez-vamm leuskel he merc'h da ober he leoù a zoujañs d'ar rouanez. Plaenaet e voe an afer gant he c'hoar-gaer [[Hedvig Elisabet Charlotta av Holstein-Gottorp]].
Pa varvas o mamm ez eas gant he breur Fredrik da zeviñ paperioù o mamm a-raok ma c'helljent bezañ gwelet gant ar roue.
 
En Stockholm e voe savet ur palez dezhi, anvet [[Arvfurstens Palats]] hiziv.
 
Sophia Albertina ne oa ket brudet da vezañ na speredek na koant, met plac'h a galon e oa, ha troet da ebatal ha da gemer perzh er festoù a veze e lez he breur [[Gustav III]] hervez a skrive he c'hoar-gaer Hedvig Elizabeth Charlotte en he deizlevr.
 
-->
Sophia Albertina ne gare ket gwelout ober droug d'ar maouezed ha meur a wech ec'h emelle pa gave dezhi e oa bet graet vil el lez d'ur vaouez, evel pa deue he breur [[Gustav III]] da grozal d'an dimezelled a enor a veze o c'hoari pezh e c'hoariva al lez, pe pa oa bet roet ur gador fall d'he c'hoar-gaer er c'hoariva, ken he devoa tamallet Sofia Albertina he c'hoar-gaer da chom hep difenn he gwirioù . <ref>Alma Söderhjelm (1945). ''Gustav III:s syskon'' Stockholm: Albert Bonniers Förlag. 23033 (Swedish)</ref>. Klask a reas sikour [[Magdalena Rudenschöld]] da goulz irienn Armfelt, ha dont a reas a-benn da virout ouzh he c'hondaonidigezh d'ar marv. <ref>Alma Söderhjelm (1945). ''Gustav III:s syskon'' Stockholm: Albert Bonniers Förlag. 23033</ref>
 
<!--