Barzh-lez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Ur '''barzh-lez''' zo ur [[barzh]] ofisiel e [[lez]] ur [[priñs]] pe [[ roue]], karget da ganañ [[meuleudi]] d'ar priñs ha d'e diegezh ha da sevel [[barzhoneg]]où hervez c'hoant ar priñs a vag hag a bae anezhañ. Kement-se a c'hoarveze e [[Kembre]] hag [[Iwerzhon]] ar [[krennamzer|Grennamzer]], ha [[Taliesin]] a zo ur skouer anezho. Roud a gement-se a gaver e Breizh ivez.
 
==Skouer Taliesin==
Kanet en dije Taliesin e lez tri [[roue brezhon]] da vihanañ :
*[[Urien Rheged|Urien]], roue [[Rheged]],
*e vab [[Owain ab Urien]], roue war e lerc'h,
*ha [[Cynan Garwyn]], roue [[Rouantelezh Powys|Powys]], e [[Kembre]] hag e-kreiz [[Bro-Saoz]] a -vremañ.<ref>Ifor Williams, ''Canu Taliesin'' (University of Wales Press, 1960), poem I.</ref>
 
Padet e vije an hengoun e Kembre betek dibenn ar Grennamzer.
 
 
==Barzh loreet==
E broioù zo e komzer eus ''barzh loreet'', evel en Italia gant [[Albertino Mussato]] ha [[Francesco Petrarca]] a voe kurunennet gant lore hervez ur c'hiz a vije bet en [[henamzer|Henamzer ]].
 
Hiziv ez eus broioù ma 'z eus bet krouet ar garg a varzh ofisiel (''Poet laureate'' e saozneg), evel ar [[Rouantelezh-Unanet]].