Kimi Räikkönen : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 84:
[[Restr:F1 2012 Jerez test - Lotus.jpg|thumb|Kimi Räikkönen war al [[Lotus F1 Team|Lotus]] E20 e [[Jerez]].]]
Goude kaozioù diwar-benn atroperezhioù gant [[Williams F1 Team|Williams]] e tisklêr [[Lotus F1 Team]] d'ar [[29 a viz Du]] [[2011]] en doa sinet [[Kimi Räikkönen]] gantañ evit ar bloavezhioù [[Kevezadeg bed ar Formulenn 1 2012|2012]] ha [[Kevezadeg bed ar Formulenn 1 2013|2013]]. Er fin ar viz [[Genver]] e vlein Räikkönen R30 [[Renault Sport|Renault]] [[2010]] evit adkaout e relech. E-pad an esaeoù goañv a ra Räikkönen amzer gwellañ an devezh kentañ gant an [[Lotus E20|E20]] nevez. Daoust ma vanke [[Lotus F1 Team|Lotus]] ur sizhunvezh esaeoù en deus graet Räikkönen amzer gwellañ an esaeoù e [[Barcelone]], un dra vat a-raok [[Priz Bras kirri Aostralia 2012|Priz Bras Aostralia 2012]], Priz Bras kentañ ar mare [[2012]].
 
Ar bloavezh [[Kevezadeg bed ar Formulenn 1 2012|2012]] a zo ur bloavezh mat-tre, a ziskouez e c'hell labouradeg [[Enstone]], labouradeg ar skipailh [[Lotus F1 Team|Lotus]] produiñ ur c'harr kevezus, goude ur bloavezh start, ha n'eo ket bet kollet e zalant gant Räikkönen. Echuiñ a ra pep redadeg ar bloavezh, bepred nemet ur wezh er poentoù. Ar wezh nemetañ ne c'hell ket tizhout ar poentoù a zo e [[Sina]], pa oa eil eus ar redadeg a-raok bezañ tremenet gant 10 karr en abeg d'e vandennoù-rod re gozh ha re zrailhet. E bodiom kentañ a zo tapet e Priz Bras [[Bahrein]], ha podiomoù all a zeu. Mont a ra ar maout gantañ e Priz Bras [[Abou Dhabi]], pezh zo e naontekvet trec'h, ha 80{{vet}} trec'h Lotus e [[Formulenn 1|F1]]. Echuiñ a ra Räikkönen trede eus ar gevezadeg ar bloaz-mañ, gant un trec'h ha seizh podiom. Diskouez a ra Räikkönen ar bloaz-mañ eo c'hoazh kampion ar bed kevezus hag e vo ret kontañ warnañ evit an titl, ma vefe roet ur c'harr kevezusoc'h c'hoazh.
 
[[Kevezadeg bed ar Formulenn 1 2013|2013]] a grog gant kadarnadur e redo Räikkönen evit [[Lotus F1 Team|Lotus]] ur wezh c'hoazh, daoust ma oa brudoù a gase anezhañ da skipailhoù all, ha memes da zoareoù redadegoù kirri all. Kregiñ a ra mat-tre ar bloavezh evitañ gant e ugentvet trec'h en [[Aostralia]], goude ur redadeg diaes a ziskouez pegen pouezus eo e du da virout ar bandennoù-rod, kenkoulz ha tu e garr da virout anezho. Echuiñ a ra dirak [[Fernando Alonso|Alonso]] en deus bet ur c'harr dous war ar bandennoù-rod ivez ha [[Sebastian Vettel|Vettel]] a oa e plas pol met gant ur c'harr kaletoc'h war ar bandennoù-rod. Kroget en doa Räikkönen gant ar redadeg e seizhvet plas. Ober a ra c'hoazh ur bern podiomoù da heul, o vezañ kontet e-barzh kevezerien ar gevezadeg e-touesk [[Sebastian Vettel]], [[Fernando Alonso]] ha paotred [[Mercedes Grand Prix|Mercedes]] [[Lewis Hamilton]] ha [[Nico Rosberg]]. E [[Breizh-Veur]] e echu Räikkönen e bempvet redadeg warn-ugent er poentoù, o terriñ rekord [[Michael Schumacher|Schumacher]].
Met e-pad an hañv e krog brudoù fall diwar-benn kudennoù arc'hant [[Lotus F1 Team|Lotus]], brudoù a lavar n'en deus ket resevet ar blenier finlandat e c'hopr a-bezh evit 2012 ha n'eo ket bet paeet c'hoazh e 2013. Brudoù a gas anezhañ da [[Red Bull Racing|Red Bull]] evit erlec'hiañ [[Mark Webber]], ar pezh zo torret gant disklêriadur e redo [[Daniel Ricciardo]] e lec'h Webber e [[Kevezadeg bed ar Formulenn 1 2014|2014]]. Chom a ra Räikkönen hep mont d'un emvod kelaouiñ e Priz Bras [[Belgia]]. E [[Belgia]] ivez e torr e rekord muiañ degouezhioù er poentoù, a chom da 27, pa renk dilezel ar redadeg en abeg d'e starderezioù. Goude Priz Bras [[Italia]] eo disklêriet e redo Kimi Räikkönen evit [[Scuderia Ferrari|Ferrari]] evit ar bloaz a zeu, en abeg hervezañ da gudennoù arc'hant [[Lotus F1 Team|Lotus]]. E [[Singapour]], daoust da gudennoù poan-gein en deus lakaet anezhañ da nec'hiñ da redek da gentañ, e echu trede eus ar redadeg daoust ma oa titret nemet 13.
E zarempredoù gant e skipailh a ya war washaat goude disklêriadur e zisparti da Ferrari, ar gwashañ e vefe Priz Bras [[India]] pa oa Räikkönen eil eus ar redadeg met gant bandennoù-rod re gozh. Tremenet eo bet gant [[Nico Rosberg|Rosberg]] war [[Mercedes Grand Prix|Mercedes]], met chom a rae e genskipailher [[Romain Grosjean]] a-dreñv dezhañ, un eilenn buanoc'h egetañ. Daoust da se ne venn ket Räikkönen lezel anezhañ da dremen a-raok ur gemennadenn skingomz feulz e rener redadegoù [[Alan Permane]] a ro urzh dezhañ da lezel e genskipailher da dremen en ur implijout gerioù droch ha kunujennoù, ar pezh zo merzhet gant ar gazetennerien. Gant dale e tizh Räikkönen ar Priz Bras da heul en [[Abou Dhabi]], o vankout an emvod kelaouiñ. Disklêriañ a ra e soñje chom hep redek met a-benn ar fin en doa cheñchet e ali. Forzh penaos e echu e redadeg en tro kentañ o skeiñ ouzh [[Giedo Van der Garde]] pa oa e foñs ar gael en abeg d'ur gudenn war e c'harr. Goude ar redadeg eo disklêriet o deus [[Lotus F1 Team|Lotus]] hag eñ tizhet un emglev evit e c'hopr, sikouret gant promesa ur foñs arc'hantel da reiñ arc'hant d'ar skipailh. Koulskoude e tisklêr ur sizhun a-raok Priz Bras an [[Stadoù-Unanet|SUA]] e chomo hep redek evit e skipailh a-benn fin ar bloavezh, sañset en abeg d'e gudennoù kein a vefe da vezañ renket a-raok fin ar bloavezh. Erlec'hiet eo gant [[Heikki Kovalainen]] evit an daou Briz Bras a chom.
 
==== Disoc'hoù e kevezadeg bed ar Formulenn 1 ====