Jeans : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kempenn
Reizhañ liammoù diabarzh
Linenn 5:
'''Jeans''' (pe ''blue jeans'') zo un anv [[saoznek]] a vez graet eus ur seurt [[bragoù]] graet gant un danvez [[kotoñs]] anvet [[denim]]. Glas e oant abalamour ma veze livet an danvez gant ul livaj anvet ''blu di Genova'' en italianeg, da lavarout eo ''glas Genova''. Hervez ar boaz, pe an henvoaz, ez eus pemp godell outañ, ur fourk prennet gant nozelennoù siellet, gwrierezh hewel liv orañjez, a liv gant [[kouevr]] an [[tach]]où, hag un dikedenn e falslêr ouzh an [[dargreiz]].
 
Bragoùioù-labour e oant da gentañ. Met adalek ar bloavezhioù 1950 e voent diouzh ar c'hiz e-touez yaouankiz SUA. Buan e teujont da vezañ unan eus arouezioù ar vro, evel [[Coca -Cola]], hag ivez arouez ar frankiz dre an dilhad. Er broioù ma rene ar gomunourien, serret ouzh marc'hadourezh [[SUA]] e oant gwelet evel elfennoù fetis ar frankiz.
 
Hiziv e vezont kavet e pep lec'h dre ar bed. Meur a seurt zo, meur a liv, goude ma oant glas da gentañ hepken. N'eo ket sur e vije soñjet gant tud an holl vroioù, evel gant [[Stadunaniz]], ez int un elfenn eus sevenadur hag istor [[SUA]] hag ar Far West, met kentoc'h evel unan eus arouezioù ar yaouankiz etrebroadel.
 
== Istor ar Blue jeans ==
'''1853''' : Da vare ar [[Redadeg davit aour]], e oa an den yaouank [[Oscar Levi Strauss]] o tegouezhout e [[CaliforniaKalifornia]] gant gwiadoù d'ober teltennoù ha goloennoù-kirri. Alouberien ar far West o doa ezhomm a vrageier padus. Neuze e teuas ar soñj dezhañ da ober unan e-barzh an danvez d'ober teltennoù. Ha setu krouet ar jean. Ar patrom kentañ a oa ur bragoù gant nozelennoù da lakaat [[brikoloù]], pe [[dougelloù]].
 
'''1853-60''' : Derc'hel a ra Levi Strauss d'ober bragoùioù ''jean'', nemet gant [[denim]], [[kotoñs]] graet e [[Nîmes]] (''de Nîmes'') e kreisteiz [[Bro-C'hall]] gant ar familh André.