Eil brezel Italia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : " '''Eil brezel Italia''' (1499–1504) zo ur brezel kaset gant ar roue gall Loeiz XII a-enep Fernando II Aragon gant skoazell un nebeud priñsed italian. Goude..."
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Grandi Casate Italiane nel 1499.png|thumb|500px|Italia e 1499.]]
 
'''Eil brezel Italia''' (1499–1504) zo ur brezel kaset gant ar [[roue gall]] [[Loeiz XII]] a-enep [[Fernando II Aragon]] gant skoazell un nebeud priñsed italian. Goude [[Kentañ brezel Italia]] e felle d'ar roue lakaat da dalvezout e wirioù war [[dugelezh Milano]] ha [[rouantelezh Naplez]].
 
==Prientiñ ar brezel==
 
Setu Loeiz XII anvet da roue, dezhañ gwirioù an dierniezh Valois war rouantelezh Naplez, hag ouzhpenn da se gwirioù war [[dugelezh Milano]] dre e vamm-gozh [[Valentina Visconti (1368-1408)|Valentina Visconti]], eus an [[Tiegezh Visconti]]. Ha Loeiz XII da brientiñ aloubadeg Italia a-zevri gant kuzulioù mat ar c'hardinal [[Georges d'Amboise]], arc'heskob Rouan.<br />
Da gentañ e klaskas ober brav d'an Tiegezh [[Borgia]], rak skoazell digant ar pab [[Alesant VI]] a felle dezhañ kaout evit terriñ e eured da [[Janed Bro-C'hall]] ha gallout addimeziñ da [[Anna Breizh]], intañvez e genderv Charlez VIII, evit gallout mirout [[dugelezh Breizh]].
Ha [[Cesare Borgia]] da zegas dezhañ [[builh]] ar pab da freuzañ e zimeziñ. Evel prof e roas roue Bro-C'hall d'ar c'hannader un dugelezh, hini [[Valentinois]], <!--érigé en [[Pairie de France|duché-pairie]], --> hag ouzhpenn da se dorn [[Charlotte d'Albret]], c'hoar da roue [[Rouantelezh Navarra|Navarra]], evit brasañ plijadur ar pab ha ne glaske nemet an tu da reiñ madoù a-leizh d'e holl vugale e korn pe gorn eus Europa.
 
Tommaat a reas Loeiz XII ouzh [[Republik Venezia]] ha sinañ ganti [[feur-emglev Blois]] d'an 2 a viz C'hwevrer 1499, ma promete ar roue leuskel tolead [[Cremona]] gant ar Republik ma kerzhje gantañ a-enep Milano. D'ar 16 a viz Meurzh 1499 e voe sinet [[feur-emglev Luzern]] entre Bro-C'hall ha [[Kevredad an VIII kanton|Kantonioù Suis]]. Emglevioù all a reas gant [[Herri VII]] ha danvez roue Kastilha, [[Fulup Iañ Kastilha]]. A-benn ar fin en em gavas gronnet ha digenvez Dug Milano, [[Ludovico Sforza]].
 
==Ar brezel==
E miz Gouhere [[1499]] e voe arsailhet dugelezh Milano gant an arme c'hall, renet gant [[condottiero]] [[Jacques de Trivulce]] ha gant soudarded Venezia. Ne voe ket skoazellet [[Ludovico il Moro]] gant an Impalaer santel, ne oa ket evit ober brezel e daou dalbenn, ma klaskas repu e [[Tirol]]. Ha Trivulce da gemer [[Milano]] d'an [[2 a viz Gwengolo]] 1499. [[Genoa]] a voe kemeret ivez gant ar C'hallaoued. Loeiz XII ac'h eas neuze da gaout Trivulce da Vilano, hag a zistroas d'e rouantelezh, goude leuskel ar galloud en dugelezh gant e jeneral. [[Ludovico Sforza]] a savas un arme a nevez hag a adkemeras Milano en miz Meurzh [[1500]].
E 1499 e voe aloubet Lombardia gant ar roue gall ha kemeret kêr Milano, en anv ar gwir a oa dezhañ eus e vamm-gozh [[Valentina Visconti]], [[Dugez Orleañs]].
Ha Loeiz XII neuze da gas [[Louis II de La Trémoille|La Trémoille]] ha [[Georges d'Amboise]] da adkemer an dugelezh. [[Ludovico il Moro]] n'en doa ket paeet e c'hoprsoudarded c'hoazh hag ar re-se neuze da nac'h en em gannañ ouzh an arme c'hall, ha da dapout an dug d'e reiñ d'ar C'hallaoued d'an [[10 a viz Ebrel]] 1500.
 
==Goude ar brezel==
Kaset e voe [[Ludovico il Moro]] da brizoniad da Vro-C'hall ma varvas en [[1508]]. [[Charles II d'Amboise de Chaumont]] a voe anvet gant Loeiz XII da c'houarnour [[dugelezh Milano]].