Ludwig van Beethoven : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
munudoù
Linenn 5:
== Buhezskrid ==
 
Ganet eo bet Beethoven en niv. 515 Bonngasse (hiziv niv. 20 Bonngasse) e [[Bonn]]. Mab e oa da [[Johann van Beethoven]] ([[1740]]–[[1792]]) ha da [[Magdalena Keverich van Beethoven]] ([[1744]]–[[1787]]). BadezietBadezet eo bet Beethoven d'ar 17 a viz Kerzu, met e familh ha diwezhatoc'h e gelenner Johann Albrechtsberger a lide e zeiz-aha-bloaz d'ar 16 a viz Kerzu.
 
Kelenner sonerezh kentañ Beethoven a voe e dad, ur soner e lez [[Priñs-dilenner]] Bonn hag a oa hervez doare ur stummer garv hag andiawel. Alies e c'hoarveze gant Johann distreiñ d'ar gêr eus un davarn e kreiz an noz ha sachañ Ludwig yaouank er-maez eus e wele dezhañ da seniñ evitañ hag evit e vignoned. Donezon Beethoven a voe anavezet hag eñ yaouank-tre c'hoazh. E gelenner bouezus kentañ a voe [[Christian Gottlob Neefe]]. E 1787 e veajas Beethoven yaouank da Vienna evit ar wezh kentañ. Eno e c'hellfe bezañ en em gavet gant [[Wolfgang Amadeus Mozart]] ha bezañ sonet evitañ. Rediet e voe da zistreiñ d'ar gêr gant m'edo e vamm o vervel diwar an [[torzhellegezh|dorzhellegezh]]. Mamm Beethoven a varvas hag eñ 16 bloaz, ha meur a vloavezh-pad eo bet e karg da zesevel e zaou vreur dre ma troe e dad da voesonier gwasocgwashoc'h-gwashañ.
 
Dilec'hiañ a reas Beethoven da [[Vienna]] e [[1792]], e lec'h ma studias ur pennadig gant [[Joseph Haydn]] (e plas [[Wolfgang Amadeus Mozart]] hag a oa marvet ar bloavezh kent). Kelennadurezh ouzhpenn a bakas digant Johan Georg Albrechtsberger (stummer pennañ Vienna war ar gendonouriezh) hag [[Antonio Salieri]]. Beethoven a dapas kerkent brud evel [[mailh]] ar [[piano]]. E oberennoù kentañ gant niverennoù opus, an tri zriad piano, a zeuas war wel e 1795. En em staliañ a reas e patrom ar red-micher a oa o vont da heuliañ evit ar peurrest eus e vuhez : kentoc'h eget labourat evit an iliz pe ul lez brientinien (evel m'o doa graet meur a sonaozour en e raok), en em vevañ a rae en ur c'henstrollañ goproù-bloaz pe roadennoù digenvez a-berzh brientinien, korvoder diwar abadennoù dre rakprenañ, sonadegoù, kentelioù, ha gwerzgwerzh e oberennoù.
 
[[Restr:Beethoven 3.jpg|250px|thumb|left|Ludwig van Beethoven: munud eus ur poltred graet e 1804 gant W.J. Mähler]]
 
=== Diaesterioù ar gedvuhez ===
Trubuilhet eo bet buhez personel Beethoven . War-dro an oad a 28 bloazvloaz, e krogas da vont da [[Koll ar c'hleved goude al lavar|vouzar]], ar pezh er vroudas da brederiañ [[emlazhañ]] (sellet ouzh [[Testamant Heiligenstadt]] eus [[1802]]). Desachet e oa gant maouezed diziraezus (dimezet pe [[brientin|vrientinel]]) ; ne zimezas morse. E zarempred karantez zirendael nemetañ gant ur vaouez anavezet a grogas e 1805 gant [[Josephine von Brunswick]] ; soñjal a ra d'ar bras eus ar c'houizieien ez echuas a-benn 1807 dre ma n'helle ket homañ dimeziñ gant ur bilen kuit a goll he bugale. E 1812 e skrivas un hir a lizher karantez d'ur vaouez na ra anezhi ken nemet ar "[[Muiañ-karet Divarvel]]". Goulakaet ez eus bet Meurmeur a anv, met hini ebet n'eo bet degemeret gant an holl. Krediñ a ra da c'houizieien zo e oa un [[diwaskadenn]] (gant Beethoven o veizañ ne zimezfe morse) pennabeg eus ar marevezh izel e broduadur a ya eus [[1812]] da [[1816]].
 
Beethoven a chabouse, alies c'hwerv, gant an dud kar ha par dezhañ ha pelloc'h (pergen ur stourm poanius a-wel d'an holl a-zivout gward e niz Karl) ; lies gwezh ne rae ket brav ouzh ar re all. Dilojañ a reas alies ha boazioù personel iskis en devoe, evel gwiskañ dilhad lous petra bennak ma ne oa ket evit mirout a 'n em walc'hiñ dizehan. Neoazh en devoe ur bagad mignoned tost hag emroüs e vuhez-pad.
Linenn 23:
 
=== Yec'hed ===
Beethoven a oa alies dister e yec'hed. Hervez unan eus e lizheroù e krogas e gudennoù kof pa oa c'hoazh e Bonn, ar pezh o deiziad a-raok 1792. E [[1826]] ez eas e yec'hed war washaat, hag ar blegenn-mañ a gasas anezhañ betek ar marv. En e zanevell korfskej e kaver meneg eus kudennoù grevus gant an avu, sac'h ar vestl, ar felc'h, hag ar pankreaz. N'eus ket a genasant hollek war abeg resis e varv. Enklaskoù a-vremañ war ur guchenn eus blev Beethoven troc'het diwar e benn devezh goude e varv hag un tamm eus e glopenn paket diwar e vez e 1863, an daou anezho bremañ e Kreizenn Beethoven e San Jose, Kalifornia [http://www2.sjsu.edu/depts/beethoven/skull/skullstory.pdf], o deus diskouezet e c'hallfe a-walc'h ar [[pistriañ gant plom]] bezañ bet lodek en e yec'hed fall hag en diwezh en e varv. MamennMammenn (pe mamennoùmammennoù) ar pistriañ gant plom a zo dianav, met a c'hallfe bezañ bet pesk, [[aketat plom|kediadoù plomek]] implijet evit dousaat ar [[gwin]], listri da evañ e staen, louzeier diwar blom, pe abadennoù hir e dourioù melar. N'eo ket gwirheñvel e vije bet ar pistriañ gant plom abeg e bouzarded, ma kav da lies imbourc'her e oa hemañ gweredet gant [[Kleñved Paget an eskern|kleñved Paget]], [[otoskleroz]] ar gokleenn, pe un direizhamant [[Kleñved emwaredek|emwaredek]] evel al [[lupus eritemek reizhiadek|lupus]], daoust m'o deus diskouezet studiadennoù graet nevez 'zo war gouzañvidi ar pistriañ gant plom eo bet skoet lod gant koll ar c'hleved kenkoulz all. Dielfennadenn ar blev n'he deus ket dinoet [[merkur (elfenn)|merkur]], a zo kempoell gant ar c'hraf ne oa ket Beethoven gant an [[naplez]] (louzaouet e veze an naplez gant kediadoù merkur d'ar mare-hont). Ezvezañs deveradoù narkotek a lak da grediñ e vire Beethoven a implijout [[louzoù-diboaniañ]] [[deveradoù opiom|opiomek]].
 
[[Restr:Zentralfriedhof Vienna - Beethoven.JPG|thumb|300px|left|Bez er [[Zentralfriedhof]], [[Vienna]].]]
 
Marvet eo Beethoven d'ar [[26 a viz Meurzh]] [[1827]], goude urun hir a gleñved. Sebeliet eo bet e bered Währinger. Ugent miz diwezhatoc'h, korf [[Franz Schubert]] (hag en doa douget arched Beethoven da geñver e obidoù) a voe sebeliet nes da hini Beethoven. E 1888 e voe dilec'hiet bezioù Schubert ha Beethoven war un dro d'ar [[Zentralfriedhof]] (Bered Kreiz), e-lec'h ma c'hellont bezañ kavet bremañ e-kichen re [[Johann Strauss I]] ha [[Johannes Brahms]].
 
=== Kredennoù personel hag o levezon war ar sonerezh ===
Linenn 39:
-->Kenaozet ez eus bet gant Beethoven ur skalfad a stummoù, en o zouez [[simfonienn]]où, [[kengerzad]]où, [[sonadenn]]où piano, [[pevarad-kerdin|pevaradoù-kerdin]] ha [[sonerezh kambr]] all, [[oferenn (sonerezh)|oferennoù]], [[opera]], [[lied]]er, ha lies rumm all. Sellet e vez outañ evel unan eus brasañ tudennoù tremen etre an oadvezhioù [[Sonerezh klasel (klaselezh)|klasel]] ha [[Sonerezh romantel (romantelezh)|romantel]] eus istor ar sonerezh .
 
Evit a sell ar [[stumm (sonerezh)|stummoù sonerezhel]], Beethoven a savas war bennaenoùbennaennoù [[stumm ar sonadenn]] ha [[tres (sonerezh)|displegadur an tresoù]] en doa bet da hêrezh digant [[Joseph Haydn|Haydn]] ha [[Wolfgang Amadeus Mozart|Mozart]], met o astenn a reas kalz, en ur skrivañ luskadoù hiroc'h ha muioc'h a ampled dezho. Hogen Beethoven a dermenas ivez ar simfonienn en-dro penn da benn, en ur dreuzfurmañ anezhi diouzh ar stumm frammet reut pevar luskad rummet eus oadvezh Haydn war-zu ur stumm digor frank a c'hallfe delc'her kement a luskadoù ha ma 'z eus ezhomm, ha ne vern pe stumm ret evit reiñ he c'hempoell d'an oberenn.
 
=== An tri marevezh ===
 
Boas euseur da rannañ red-micher sonaozour Beethoven etre ar marevezhioù ''Abred'', ''Krenn'', ha ''Diwezh''.
 
Er marevezh Abred, e weler anezhañ o trevezañ e ziaraogerien veur Haydn ha Mozart ha war un dro egerzhañ hentoù nevez hag a-bazennoù astenn ampled hag emled e oberenn. E-touez un nebeut pezhioù a-bouez eus ar marevezh abred e kaver ar [[Simfonienn niv. 1 (Beethoven)|c'hentañ]] hag an [[Simfonienn niv. 2 (Beethoven)|eil]] [[simfonienn]], ar [[Pevaradoù-kerdin niv. 1 - 6, Opus 18 (Beethoven)|c'hwec'h]] [[pevarad-kerdin]] kentañ, an daou [[kengerzad piano]] kentañ, hag an [[Roll oberennoù Beethoven#Oberennoù evit piano a-unan|ugent]] [[sonadenn evit piano]] kentañ, en o zouez ar re ''[[Sonadenn evit Piano niv. 8 (Beethoven)|Pathétique<!-- a zo dindan an anv-gwanngwan gallek er pajennoù alamaneg, saozneg, nederlandeg...-->]]'' ha ''[[Sonadenn evit Piano niv. 14 (Beethoven)|Loargann]]'' ker-vrudet.
 
Kregiñ a reas ar marevezh krenn nebeut goude enkadenn bersonel Beethoven kreizennet tro-dro d'e [[bouzarded|vouzarded]]. Merket eo ar marevezh gant oberennoù bras o ampled a eztaol [[harozegezh]] ha amprouenn ; enno e kaver un toullad mat eus oberennoù brudetañ ar sonerezh klasel. Emañ e-touez oberennoù ar marevezh krenn [[Roll oberennoù Beethoven#Simfoniennoù, digorennoù, ha sonerezh degouezhiadel|c'hwec'h simfonienn]] ( niv. 3–8), an tri [[kengerzad evit piano|c'hengerzad evit piano]] [[Roll oberennoù Beethoven#Kengerzadoù|diwezhañ]], ar [[Kengerzad Tripl (Beethoven)|c'hengerzad tripl]] hag e [[Kengerzad evit Biolin (Beethoven)|gengerzad evit biolin]] nemetañ, pemp [[Roll oberennoù Beethoven#Pevaradoù-kerdin|pevarad-kerdin]] ( niv. 7–11), ar seizh [[Roll oberennoù Beethoven#Oberennoù evit piano a-unan|sonadenn evit piano]] a heuilh en o zouez ar re ''[[Sonadenn evit Piano niv. 21 (Beethoven)|Waldstein]]'' ha ''[[Sonadenn evit Piano niv. 23 (Beethoven)|Appassionata]]'', hag e [[opera]] nemetañ, ''[[Fidelio]]''.