Ludwig van Beethoven : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
munudoù
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 14:
 
=== Diaesterioù ar gedvuhez ===
Trubuilhet eo bet buhez personel Beethoven. War-dro an oad a 28 vloaz, e krogas da vont da [[Koll ar c'hleved goude al lavar|vouzar]], ar pezh er vroudas da brederiañ [[emlazhañ]] (sellet ouzh [[Testamant Heiligenstadt]] eus [[1802]]). Desachet e oa gant maouezed diziraezus (dimezet pe [[brientin|vrientinel]]) ; ne zimezas morse. E zarempred karantez zirendael nemetañ gant ur vaouez anavezet a grogas e 1805 gant [[Josephine von Brunswick]] ; soñjal a ra d'ar bras eus ar c'houizieien ez echuas a-benn 1807 dre ma n'helle ket homañ dimeziñ gant ur bilen kuit a goll he bugale. E 1812 e skrivas un hir a lizher karantez d'ur vaouez na ra anezhi ken nemet ar "[[Muiañ-karet Divarvel]]". Goulakaet ez eus bet meur a anv, met hini ebet n'eo bet degemeret gant an holl. Krediñ a ra da c'houizieien zo e oa un [[diwaskadenn]] (gant Beethoven o veizañ ne zimezfe morse) pennabeg eus ar marevezh izel e broduadur a ya eus [[1812]] da [[1816]].
 
Beethoven a chabouse, alies c'hwerv, gant an dud kar ha par dezhañ ha pelloc'h (pergen ur stourm poanius a-wel d'an holl a-zivout gward e niz Karl) ; lies gwezh ne rae ket brav ouzh ar re all. Dilojañ a reas alies ha boazioù personel iskis en devoe, evel gwiskañ dilhad lous petra bennak ma ne oa ket evit mirout a 'n em walc'hiñ dizehan. Neoazh en devoe ur bagad mignoned tost hag emroüs e vuhez-pad.