Ludwig van Beethoven : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 45:
Boas eur da rannañ red-micher sonaozour Beethoven etre ar marevezhioù ''Abred'', ''Krenn'', ha ''Diwezh''.
 
Er marevezh Abred, e weler anezhañ o trevezañ e ziaraogerien veur Haydn ha Mozart ha war un dro egerzhañ hentoù nevez hag a-bazennoù astenn ampled hag emled e oberenn. E-touez un nebeut pezhioù a-bouez eus ar marevezh abred e kaver ar [[Simfonienn niv. 1 (Beethoven)|c'hentañ]] hag an [[Simfonienn niv. 2 (Beethoven)|eil]] [[simfonienn]], ar [[Pevaradoù-kerdin niv. 1 - 6, Opus 18 (Beethoven)|c'hwec'h]] [[pevarad-kerdin]] kentañ, an daou [[kengerzad piano]] kentañ, hag an [[Roll oberennoù Beethoven#Oberennoù evit piano a-unan|ugent]] [[sonadenn evit piano]] kentañ, en o zouez ar re ''[[Sonadenn evit Piano niv. 8 (Beethoven)|Pathétique<!-- a zo dindan an anv-gwan gallek er pajennoù alamaneg, saozneg, nederlandeg...-->]]'' ha ''[[Sonadenn evit Piano niv. 14 (Beethoven)|Loargann]]'' kerkaer-vrudet.
 
Kregiñ a reas ar marevezh krennKrenn nebeut goude enkadenn bersonel Beethoven kreizennet tro-dro d'e [[bouzarded|vouzarded]]. Merket eo ar marevezh gant oberennoù bras o ampled a eztaol [[harozegezh]] ha amprouenn ; enno e kaver un toullad mat eus oberennoù brudetañ ar sonerezh klasel. Emañ e-touez oberennoù ar marevezh krenn [[Roll oberennoù Beethoven#Simfoniennoù, digorennoù, ha sonerezh degouezhiadel|c'hwec'h simfonienn]] ( niv. 3–8), an tri [[kengerzad evit piano|c'hengerzad evit piano]] [[Roll oberennoù Beethoven#Kengerzadoù|diwezhañ]], ar [[Kengerzad Tripl (Beethoven)|c'hengerzad tripl]] hag e [[Kengerzad evit Biolin (Beethoven)|gengerzad evit biolin]] nemetañ, pemp [[Roll oberennoù Beethoven#Pevaradoù-kerdin|pevarad-kerdin]] ( niv. 7–11), ar seizh [[Roll oberennoù Beethoven#Oberennoù evit piano a-unan|sonadenn evit piano]] a heuilh en o zouez ar re ''[[Sonadenn evit Piano niv. 21 (Beethoven)|Waldstein]]'' ha ''[[Sonadenn evit Piano niv. 23 (Beethoven)|Appassionata]]'', hag e [[opera]] nemetañ, ''[[Fidelio]]''.
 
Marevezh Diwezh Beethoven a grogas war-dro [[1816]] hag a badas betek marv Beethoven e [[1827]]. An oberennoù diwezh a zo dezverket gant o donder kefredel, hag a vamer kalz dirazañ, o eztaol nerzhus ha personel-kenañ, hag an arnodiñ furmoù (da skouer, ar [[Pevarad-kerdin niv. 14 (Beethoven)|pevarad e do lemm leiañ]] a zo seizh luskad ennañ, tra ma ouzhpenna e [[Simfonienn niv. 9 (Beethoven)|navet simfonienn]] nerzh ar c'hor hollanavezet d'ar c'hlaviaz el luskad diwezhañ). Er marevezh-mañ e vez kavet ar ''[[Missa Solemnis (Beethoven)|Vissa Solemnis]]'', ar pemp pevarad-kerdin diwezhañ hag ar pemp [[Roll oberennoù Beethoven#Oberennoù evit piano a-unan|sonadenn evit piano]] diwezhañ.