The Vikings : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{Stumm an titl|''The Vikings''}}
'''''The Vikings''''' (''Ar Vikinged'' e brezhoneg) zo ur film troioù-kaer hag istorel, sevenet gant ar filmaozour stadudanat [[Richard Fleischer]], hag a oa deuet er-maez d'ar [[15 a viz Kerzu]] [[1958]]. Azasaet e oa bet ar senario gant [[Dale Wasserman]] ha [[Calder Willingham]] diwar ar romant ''The Viking'' gant [[Edison Tesla Marshall]].
 
Azasaet e oa bet ar senario gant [[Dale Wasserman]] ha [[Calder Willingham]] diwar ar romant ''The Viking'' gant [[Edison Tesla Marshall]].
==An danvez==
 
==An danvez==
En dekvet kantved emaomp ha dont a ra ar Vikinged da blantañ freuz ha reuz war aodoù Bro-Saoz ingal. Lazhañ roue ar vro a ra Ragnar, roue ar Viginked, ha gwallañ e wreg. Genel a ra homañ ziwezhañ ur mab, Erik e anv, hag a vo paket ha desavet evel sklav gant ar Vikinged. Deuet d'e oad gour e tal ouzh Einar, mab Ragnar, o tizremmañ anezhañ goude teuler e falc'hun outañ. Un tamm diwezhatoc'h ez eo skrapet Morgana (danvez rouanez Bro-Saoz) gant Einar a glask he lubaniñ. En aner dre m'eo-hi sodet gant...Erik.
 
==Roll ar gomedianed pennañ==