Stanley Kubrick : diforc'h etre ar stummoù

42 okted ouzhpennet ,  8 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D (Bot: Migrating 89 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q2001 (translate me))
Aucun résumé des modifications
E [[1957]] e sevenas ur film nevez gant [[Kirk Douglas]], anvet ''Path of Glory''. Ur film diwar-benn ar c'hentañ brezel bed eo. Strollad-meur arme [[Bro-C'hall]] a ziviz aozañ un dagadenn war ur savadur-brezel alaman zo kontet diziskarus. Kas soudarded da seveniñ ar gefridi-se a dalvez o c'has d'ar marv holl-gwitibunan. E-pad an arsailh e tistro ar soudarded d'ar fozelloù peogwir eo diposupl kemer ar savadur. Met pennoù an arme a ziviz kastizañ d'ar marv un nebeud soudarded. An abeg : dizerterezh. An dra-se a gaso d'ur prosez e-lec'h ma tiskouez Kubrick neantiz ar brezel, ha darvoudoù bet c'hoarvezet evit gwir. Er film-mañ e implijas [[travelling]]où war-gil e-barzh ar fozelloù. Doareoù implijet ha kopiet alies diwezhatoc'h e filmoù disheñvel gant tud all. Met Kubrick a ziskouezas ivez e oa barrek da fromañ en un doare fin ha speredek (da skouer pa'n em lak ur plac'h da ganañ dirak ar soudarded). Skeudenn arme Bro-C'hall a zo fall-kenañ e-barzh ar film. Ne vo skignet e [[Bro-C'hall]] ken nemet e [[1975]]. Ar studio an hini n'en dije ket bet c'hoant e skignañ abretoc'h ha ne vije ket bet difennet gant ar stad evel ma vez laret alies-kenañ.
 
E [[1960]], [[Kirk Douglas]], hag a laboure war ''[[Spartacus (film)|Spartacus]]'', a c'houlennas ouzh Stanley Kubrick seveniñ ur film e-lec'h [[Anthony Mann]] hag a oa broc'het gant Douglas. Neuze e echuas ar film-mañ, met ne oa ket laosket kalz a frankiz dezhañ : kalz eus ar prantadoù eus ar film a zo bet troc'het gant ar studio, met war prantadoù ar senario, e vez gwelet sklaer roudoù Kubrick. Goude-se e guitas Hollywood evit mont da [[Bro-Saoz|Vro-Saoz]], hag embann a reas ne sevenfe ket filmoù nevez hep kaout ur vestroni ha gwirioù a bep seurt war e film (senario, ar produiñ, ar ''final-cut'', hag all,...). Diwar kement-mañ ez eus ganet ur seurt mojenn diwar-benn e bersonelezh : hini ur sevener a blij dezhañ bezañ e-unan, a-gostez eus ar bed.
 
E [[1962]] e sevenas ''Lolita'', diwar istor romant [[Vladimir Nabokov]]. Labourat a reas gantañ a-benn skrivañ ar senario (al levr oa deuet da vezañ ur ''Best Seller''). Evit seveniñ ar film hep kudennoù gant ar strolladoù politikel puritan (abalamour da sujed al levr) ez eas kuit d'ar [[Rouantelezh-Unanet]] evit en ober. Un tammig amzer goude en em stalias da vat e [[Bro-Saoz]]. Ar film a zeuas da vezañ brudet-kenañ (dreist-holl abalamour da zanvez ar film) hag lakaat a reas da vat Kubrick war-wel. Er film-mañ, ar c'homedian [[Peter Sellers]] a reas unan eus e wellañ oberenn. Goude ar film-se, [[James Harris]] a yeas da labourat en e gorn e-barzh ar seveniñ.
* ''[[The Killing]]'' ([[1956]])
* ''[[Paths of Glory]]'' ([[1957]])
* ''[[Spartacus (film)|Spartacus]]'' ([[1960]])
* ''[[Lolita (film 1962)|Lolita]]'' ([[1962]])
* ''[[Dr. Strangelove or: How I Learned to Stop Worrying and Love the Bomb]]'' ([[1964]])
46 039

modifications