Fernando II Aragon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kempenn
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 11:
 
==Dimeziñ==
E miz Here 1469 e timezas da [[ Izabel Iañ Kastilha |Izabel Kastilha]] (1451-1504), merc'h d'ar roue [[Juan II Kastilha]]. En [[1474]] e teuas Izabel da vout rouanez. Ganti e renas Fernando ur brezel da zistroadañ he nizez [[Janed ar Beltraneja]] (1462-1530). Faezhet e voe ar Beltraneja en [[Emgann Toro]] en [[1476]].
 
Da varv Yann II en [[1479]] e savas war gador [[Kurunenn Aragon]] hag a-gevret e renas an daou roue goude ma chome disparti an div gurunenn.
 
E 1481 e voe adaozet gant Fernando hag Izabel an [[Ofis Santel]]; en [[1492]] e voe kaset kuit ar Yuzevien na oant ket kristenaet, ma tec'has an darn vrasañ d'an [[Impalaeriezh otoman]], hag aloubet e voe [[rouantelezh Granada]]. Kement-se a dalvezas dezho resev an titl a [[Rouaned Katolik]] digant ar [[pab]] spagnol [[Alesant VI]].
 
== Bugale ==