Der Blaue Reiter : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot : ja:青騎士 a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 6:
[[Vassily Kandinsky]], [[Franz Marc]], [[August Macke]], [[Alexej von Jawlensky]], [[Marianne von Werefkin]], [[Gabriele Münter]], [[Lyonel Feininger]], [[Albert Bloch]] hag arzourien all a savas Der Blaue Reiter goude ma vefe bet nac'het diksouez "Ar Varnadenn ziwezhañ", savet gant Kandinsky. Ne voe manifesto ebet savet gant izili Der Blaue Reiter, met kentoc'h ur strollad tud bodet tro-dro da gKandinsky ha Marc. [[Paul Klee]] a gemeras perzh el luskad ivez.
 
[[Restr:Kandinsky-Blue Rider.jpg|thumb|[[Vassily Kandinsky]], ''Der Blaue Reiter,'' 1903]]
Diwar anv ul livadur savet gant Kandinsky e [[1903]] e voe dibabet anv ar strollad. Marteze eivez peogwir e oa dedennet-tre Marc gant ar c'hezeg, ha peogwir e oa plijet-tre Kandinsky gant al liv glas. Liv ar speredelezh eo al liv glas hervez Kandinsky (gwelout e levr ''Diwar-benn ar speredelezh en arz'', 1911).
Disheñvel e oa palioù an arzourien a gemeras perzh el luskad, met boutin e oa o c'hoant da ziskouez speredelezh dre o oberennoù. Fellout a rae dezho brudañ an arz modern, al liammoù sonerezh-arzoù gweled, perzhioù arouezius al livioù, ha livañ en un doare emyoulek. Dedennet e oant gant arzoù ar [[Krennamzer|Grennamzer]] koulz hag en arzoù modern : [[faoverezh]], [[kubouriezh]] hag arz diheverz.