Drouiz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Lañs
 
Astennig ha liammoù
Linenn 1:
{{LabourAChom}}
 
Hervez an [[istor]]ourien e oa an '''drouiz''' ([[liester]] : ''drouized'') un den gouiziek-tre hag ur seurt [[beleg]] a oa uhel-tre e renk e-touez ar [[Kelted|pobloù keltiek]]. Pa ne chom eus testennoù an Henamzer keltiek, nemet traou gwelet gant tud estren d'ar c'hevredigezhioù keltiek hag un nebeut testennoù [[lennegezh iwerzhonek kozh|irwerzhonek]] savet goude m'eo bet aet an drouized gozh da get, ne c'heller ket bezañ asur war ar pouez m'o doe war o c'hempredidi. Drouized vodern a zo hiziv, met marteze eo bet kollet al liamm etre an [[anaoudegezh]]ioù tapet ha treuzkaset dre [[eñvor]] gant an drouized gozh hahag hon [[amzer]]ioù.
 
==Drouized ha [[drouizelezh]] an [[Henamzer]]==
===Oberoù ha [[kredenn]]où an drouized===
E renk ar beleged (er ster hollek) e veze an drouized e weler komz diwarno e-touez ar pobloù a veze anvet ''Keltoi'' pe [[Galated|''Galatai'']] gant an [[Henc'hres|Hengresianed]], ''Celti'' pe ''Galli'' gant ar [[Henroma|Romaned]].<br>
Diwar an testennoù (sell a-is) eo sklaer e veze an drouized kuzulierien ar roueed hag an [[tiern|dierned]] koulz ha renerien an oberoù relijiel pennañ. Pa veze renkadoù all, ar [[brezelour|vrezelourien]] hag ar broduerien o tegas o [[barregezhioù]] d'ar gevredigezh e oa renkad an drouized hag o harperien karget mirout an anaoudegezhioù relijiel, skiantel ha pleustrek dre eñvor.
 
===Roudoù istorel an drouized===
===Kaezar===
 
 
==Drouized ha drouizelezh vodern==
===An drouized hervez [[John Toland]] ha [[Iolo Morganwg]]===
E 1717 e krouas un nebeut Kembreiz o chom e Londrez an Ancient Druid Order e mare ma oa ar frañmañsonerezh o tiorren. Kerentiezh ar spered a c'hell beañ kavet etre an drouizelezh modern hag ar frañmañsonerezh, met n'eus liamm ensavadurel ebet.