Diforc'hioù etre adstummoù "Plañvour"

814 okted ouzhpennet ,  6 vloaz zo
+ Melestradurezh - Dispac'h Gall
(Graet - kempennig d'ober)
(+ Melestradurezh - Dispac'h Gall)
'''Plañvour''' a zo ur gumun eus [[Breizh]] e departamant ar [[Mor-Bihan]]. Pennlec'h [[Kanton Plañvour]] eo.
== Istor ==
=== [[Dispac'h Gall]] ===
* Melestradurezh: krouet e voe kumun Plañvour e 1790; e [[Kanton Gwidel (1790)|Kanton Gwidel]] hag e [[Bann Henbont]] e oa <ref> Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, ''Histoire de la Poste dans le Morbihan'', Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 260 </ref>. Diskaret e voe Kanton Gwidel gant lezenn an ''8 pluviôse an IX'' ([[28 Genver|28 a viz Genver]] [[1801]]), dezhi an titl ''loi portant réduction du nombre de justices de paix''. Lakaet e voe kumun Plañvour e [[Kanton an Oriant-2]] e 1801 gant an hevelep lezenn <ref> [http://cassini.ehess.fr/cassini/fr/html/fiche.php?select_resultat=27085 Cassini - EHESS - Plañvour - Fichenn ar gumun] </ref>. Lakaet e oa bet en [[Arondisamant an Oriant]] krouet e 1800.
=== XX{{vet}} kantved ===
* Krouet e voe kumun [[Keriadoù]] d'an 18 a viz Ebrel 1901 ha kumun [[An Arvor]] d'an 2 a viz Ebrel 1925 diwar bep aul lodenn eus tiriad kumun Plañvour <ref> Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, ''Histoire de la Poste dans le Morbihan'', Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, p.pajennoù 14, 154 ha 260 </ref>.
====[[Brezel-bed kentañ]]====
* 172 gwaz eus ar gumun a varvas abalamour d'ar brezel.
====[[Eil brezel-bed]]====
* implijetImplijet ha brasaet e voe nijva ''Kerlin-Bastard'' gant al [[Luftwaffe (1933-1945)|Luftwaffe]] ([[aerlu]] [[alaman]]) <ref> [http://www.absa39-45.com/terrains%20bretagne/kerlin_bastard.html ABSA] </ref>; bombezet e voe gant ar [[Royal Air Force]] d'an 11 a viz Du ha d'an 8-9 a viz Kerzu 1940 <ref> Eddy Florentin, ''Quand les Alliés bombardaient la France 1940-1945'', Embannadurioù Perrin, Dastumadenn Tempus, 2008, pajenn 35 </ref>;
* d'ar [[6 Meurzh|6 a viz Meurzh]] [[1943]] e kouezhas ur c'harr-nij ''[[B-17]]'' eus [[aerlu]] [[SUA]] (''[[United States Army Air Forces]]'') e Plañvour, lazhet e voe tri nijour hag a oa en e vourzh, c'hwec'h nijour all a voe tapet gant an [[Alamagn|Alamaned]] hag unan all a zeuas a-benn da achap; d'ar [[1 Kerzu|1 a viz Kerzu]] [[1944]] e kouezhas ur ''[[B-17]]'' all eus [[aerlu]] [[SUA]] er gumun, an dek nijour a voe tapet d'an [[Alamagn|Alamaned]] <ref> [http://www.absa39-45.com/Pertes%20Bretagne/Morbihan/pertes_usaaf_morbihan.html Pertes USAAF] </ref>.
 
62 862

modifications