Eil brezel Italia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
rummadoù
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
liamm diabarzh
Linenn 4:
==Prientiñ ar brezel==
Setu Loeiz XII anvet da roue, dezhañ gwirioù an dierniezh Valois war rouantelezh Naplez, hag ouzhpenn da se gwirioù war [[dugelezh Milano]] dre e vamm-gozh [[Valentina Visconti (1368-1408)|Valentina Visconti]], eus an [[Tiegezh Visconti]]. Ha Loeiz XII da brientiñ aloubadeg Italia a-zevri gant kuzulioù mat ar c'hardinal [[Georges d'Amboise]], arc'heskob Rouan.<br />
Da gentañ e klaskas ober brav d'an Tiegezh [[Borgia]], rak skoazell digant ar pab [[Alesant VI]] a felle dezhañ kaout evit terriñ e eured da [[Janed Bro-C'hall (1464-1505)|Janed Bro-C'hall]] ha gallout addimeziñ da [[Anna Breizh]], intañvez e genderv Charlez VIII, evit gallout mirout [[dugelezh Breizh]].
Ha [[Cesare Borgia]] da zegas dezhañ [[builh]] ar pab da freuzañ e zimeziñ. Evel prof e roas roue Bro-C'hall d'ar c'hannader un dugelezh, hini [[Valentinois]], <!--érigé en [[Pairie de France|duché-pairie]], --> hag ouzhpenn da se dorn [[Charlotte d'Albret]], c'hoar da roue [[Rouantelezh Navarra|Navarra]], evit brasañ plijadur ar pab ha ne glaske nemet an tu da reiñ madoù a-leizh d'e holl vugale e korn pe gorn eus Europa.