Imbourc'h : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 13:
Goude Emvod-veur Gwengamp Skol An Emsav e [[1974]] e kollas Youenn Olier ha Paol Kalvez renerez an aozadur hag e voe distaget Imbourc'h diouzh EPV ha SAE ha staget ouzh "[[Kristenion Breizh]]". Kemmet krenn neuze e voe spered ar gelaouenn, da-heul ur seurt emzezrann : neuze e voe kemmet ment ar gelaouenn (stumm A5 adalek neuze) hag e talc'has gant he spered broadelour met dave a reas ivez war-eeun d'ar [[kristeniezh|feiz kristen]] ha da gelennadurezh an [[Iliz katolik roman|Iliz]] dre vras. N'eo ket kemmet abaoe, nemet e vez meret gant [[Emglev An Tiegezhioù]] abaoe [[2001]].
 
Liesseurt -kenañ e voe ar pennadoù, alies war danvezioù diaes : [[Feiz]], [[Prederouriezh]], [[Patrologiezh]], [[Armerzh]]...
 
Chom a ra stag ar gelaouenn ouzh an tuadur "begennelour" oc'h arverañ gerioù [[SADED]] hag o krouiñ re all en ur embann tri [[geriadur]] eus ar [[brezhoneg arnevez]].
 
Moulet e voe ar gelaouenn gant he rener e-pad 35 bloaz en e gav, er straed Burloud e Roazhon. Moulañ ar pajennoù, o dastum hini hag hini en -dro d'an daol sikouret gant e vugale, krafennañ pep skouerenn, kas anezhe dre ar post : pep tra a veze graet en un doare artizanel. Ar goloioù hag ar skeudennoù a gaver eer gelaouenn a veze treset gant e wreg Annaig Couée, a sine "[[Juliana Broc'han]]".
 
==Embannadurioù==