Moger Berlin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
 
=== A-raok sevel ar Voger (1945-1961) ===
Goude kodianidigezh Alamagn d'an [[8 a viz Mae]] [[1945]] e voe rannet ar vro e peder zachenn aloubiñ, meret gant ar Soviediz, an Amerikaned, ar Vreizhveuriz hag ar C'hallaoued. Sed ar pezh a oa bet divizet da vare emglev [[kuzuliadeg Yalta]]. Er penn-kentañ e voe alboutet [[Berlin]] gant an Arme Ruz nemetken, ha goude-se voe rannet ivez e peder lodenn. Kornôg Berlin a voe aloubet gant ar Vreizhveuriz, an Amerikaned hag ar C'hallaoued. Met e diabarzh tachenn aloubiñ ar Soviediz e oant. En holl ec'h albouealoube ivez ar SovideizSoviediz 409 km², da lavaret eo 45,6 % eus Berlin<ref name="dumont">http://www.herodote.net/dossiers/synthese.php?ID=64</ref>. Lec'hiadur ha perzh Berlin a lakaas ar gêr da vezañ unan eus lec'hioù pouezusañ ar [[brezel yen]], hag a grogas kerkent goude fin an [[Eil Brezel-bed]].
 
==== Abegoù lakaat sevel ar Voger ====
Abaoe ma oa bet krouet [[DDR]] e [[1949]] e tec'he kuit hec'h annezidi war-du [[BRD]], dreist-holl ar re a oa o chom e Berlin. Ma oa aes evezhiañ an harzoù war ar maez e oa kalz diaesoc'h evezhiañ an harzoù a oa e kreiz-kêr Berlin. Etre [[1949]] ha [[1961]] e tec'has kuit etre 2,6 ha 3,6 milion a dud eus [[DDR]], dre dremen dre vBerlin. Ar pezh a dalveze kement hag ur c'holl bras a-fet tud labour, hag ar pezh a ziskoueze ivez ne oa ket entanet an dud gant ar renadur komunour. <ref name="dumont"/>{{,}}<ref name="andre_fontaine">André Fontaine in ''Histoire de la guerre froide'', levrenn 2, p. 348 : « près de 3 millions » ; war al lec'hienn [http://www.berlin.de/mauer/geschichte/index.fr.html Berlin.de] e lenner : '''entre 1945 et 1961, près de 3,6 millions d’Allemands quittèrent la zone d’occupation soviétique et Berlin-Est''. Jean-François Soulet : « Aussi, de 1950 à 1961, 2 609 321 personnes avaient quitté la RDA pour se réfugier en RFA » in [http://www.diploweb.com/forum/soulet1.htm]</ref>. Betek miz Eost 1961 e oa aes a-walc'h d'an dud divroañ : trawalc'h e oa dezho tapout ar metro pe un tren da vont betelbetek ar c'hornôg<ref>Jean-François Soulet, ''La "question allemande" et la désintégration de l'empire soviétique est-européen'', les Cahiers d'histoire immédiate, niv.15, p. 259-274</ref>, evel ma rae kalz Berliniz bemdez pa rankent mont da labourat. E-pad pemzektez kentañ miz Eost 1961 e voe kalz kaozioù, hag ouzhpenn 47 000 annezad eus DDR a dec'has war-du BRD dre v[[Berlin]]. Implijet e veze ivez Berlin ar C'hornôg gant Tchekiz ha Poloniz evel un nor da vont war-du Europa ar C'hornôg. En DDR ez eo dreist-holl tud yaouank ha desket a dec'he kuit, ar pezh a oa ur gudenn vras evit a sell ouzh armerezharmerzh ar vro.
 
Bez e oa ivez 500 000 Berlinad hag a dreuze an harzoù bemdez : diouzh tu BelrinBerlin ar c'hornôg e labourent, met e Berlin ar reter, pe er bannlevioù, e oant o chom. Er reter e oa marc'had-matoc'h al lojañ. D'ar [[4 a viz Eost]] 1961 e voe embannet un dekred ma ranke an dud-se bezañ enrollet evel labourerien an harzoù, ha ma rankent paeañ o feurm gant [[Deutsche Mark]] (moneiz [[BRD]]). A-raok ma vefe savet ar Voger e krogas poliserien DDR da evezhiañ pizh ar re a veze anvet ''floderien'' pe ''tec'hourien ar Republik'', pa vezent e ''checkpointoù'' Berlin ar C'hornôg.
 
Evel er broioù komunour all e voe diazezet armerzh DDR war ar steuñverezh. Sed ar pezh a c'houlenn pennoù-bras [[Moskov]]. Ar steuñv seizh vloaz-pad (1959-1965) a voe ur c'hwitadenn kerkent ha pa voe lakaet e pleustr. War dachenn ar greanterezh ne greskas ket ar produiñ, ha ne voe ket postet argant a-walc'h. Strollerezh an douaroù a lakaas ivez ar produiñ da zigreskiñ ha diouer a voued a voe. Kreskiñ a rzas ar goproù buanoc'h evit ar pezh a oa bet raktreset, abalamour d'an diouer a labourerien. Trafikerezh moneiz ha marc'hadourezh a veze ivez e Berlin, ar pezh a wanae armerzh DDR. E 1961 e oa war-nes DDR d'ober freuz-stal.