Maria Luisa Carlotta di Borbone-Parma : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 11:
He mamm, a veze alies e lez he zad [[Loeiz XV (Bro-C'hall)|Loeiz XV]], e [[Versailhez]], a felle dezhi dimeziñ anezhi pe da briñs Asturiez, an danvez-roue spagnol [[Carlos IV]], pe da zug Bourgogn, [[Louis de France (1751-1761)]], mab henañ an [[daofin]] [[Louis de France (1729-1765)]] hag e wreg [[Marie-Josèphe de Saxe]]. Mervel a reas dug Bourgogn en bugel, e [[1761]], ha da neuze e oa Maria da vezañ euredet gant danvez-roue Spagn. Mervel a eure he mamm e [[1759]], ha dimezet e oa bet he c'hoar [[Marie-Isabelle de Bourbon-Parme]] gant an danvez impalaer [[Joseph II Aostria]], ha gant an eured-se e oa tostaet an darempredoù etre tiegezh ar roue gall ([[Bourbon]]) ha hini Aostria ([[Habsbourg-Lorraine]]). Mervel a reas Izabel e
[[1763]] ma klaskas an intañv [[Joseph II Aostria]] addimeziñ d'e c'hoar-gaer, gant ar soñj e vije kavet enni ar memes perzhioù mat evel en e baourkaezh gwreg.
Ha setu an impalaerezh Impalaerez santel, [[Marie-ThérèseMaria Ire de Hongrie|Marie-ThérèseTheresia]] (1717–1780), mamm an intañv glac'haret, da skrivañ da lez Spagn. Ne voe ket souezhet gant ar respont : skrivañ a rae Carlos III e oa bet divizet dimeziñ e vab da Varia Luisa gant e bried muiañ karet [[Marie-Amélie de Saxe]] (en amzer ma oa bev), c'hoar henañ da zaofinez Bro-C'hall ha marvet
en [[1760]].