Diforc'hioù etre adstummoù "Maria II Portugal"

312 okted ouzhpennet ,  6 vloaz zo
 
==He buhez==
Ganet e oa e [[Rio de Janeiro]] e [[Brazil]]. Merc'h henañ ar roue [[Pedro IV Portugal]] ha [[Maria Leopoldine Aostria]] e oa. Aet e oa he zud en harlu da Vrazil pa voe aloubet [[Portugal]] gant armeoù an impalaer gall [[Napoleone Buonaparte]]. Eno e voe anvet he zad da [[impalaer Brazil]], evel [[Pedro Iañ Brazil |Pedro Iañ]], hag he breur evel [[Pedro II Brazil|Pedro II]].<br />
 
 
E 1826 e tilezas he zad ar gurunenn eviti. E 1828 avat e voe diskaret gant hec'h eontr, an infant Miguel, a oa bet he danvez-pried e-pad ur pennad en 1826 (torret e oa bet ar promesaoù prestik goude), hag a gemeras an anv [[Miguel Iañ]] .
 
En 1831 e tilezas he zad e gurunenn a impalaer, evit distreién da Bortugal gant Maria, da adkemer ar gurunenn a roue. Goude stourm e-pad tri bloaz a-enep e vreur e kemeras ar galloud, d'e reiñ d'e verc'h. Harluet e voe Miguel. prestik goude e varvas pedro, ha bloaz goude e voe anvet Maria da rouanez.
 
==Dimezioù==
183 637

modifications