Diforc'hioù etre adstummoù "Maria II Portugal"

377 okted ouzhpennet ,  6 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
[[File:Maria_II_Portugal_1829.jpg|thumb|250px| Maria II, Rouanez Portugal]]
 
'''Maria II Portugal''' (1819-1853), pe ''Maria da Glória'' (''Maria da Glória Joana Carlota Leopoldina da Cruz Francisca Xavier de Paula Isidora Micaela Gabriela Rafaela Gonzaga''), a voe [[rouanez Portugal]] dre ziv wech, etre 1826 ha 1828 hag adal 1834 betek he marv e 1853, er [[gwentloù]].
 
==He buhez==
[[File:Maria II 1833.png|thumb|left|200px|Maria II da 14 vloaz, war-dro 1833]]
Ganet e oa e [[Rio de Janeiro]] e [[Brazil]]. Merc'h henañ ar roue [[Pedro IV Portugal]] hahag e bried kentañ [[Maria Leopoldine Aostria]] e oa. He mamm a oa merc'h da [[Franz II an Impalaeriezh Santel]]. Aet e oa he zud en harlu da Vrazil pa voe aloubet [[Portugal]] gant armeoù an impalaer gall [[Napoleone Buonaparte]]. Eno e voe anvet he zad da [[impalaer Brazil]], evel [[Pedro Iañ Brazil |Pedro Iañ]], hag he breur evel [[Pedro II Brazil|Pedro II]].<br />
 
==Rouanez==
E 1826 e tilezas he zad ar gurunenn eviti. E 1828 avat e voe diskaret gant hec'h eontr, an infant Miguel, a oa bet he danvez-pried e-pad ur pennad en 1826 (torret e oa bet ar promesaoù prestik goude), hag a gemeras an anv [[Miguel Iañ]] .
 
En 1831 e tilezas he zad e gurunenn a impalaer, evit distreiéndistreiñ da Bortugal gant e verc'h Maria, da adkemer ar gurunenn a roue. Goude stourm e-pad tri bloaz a-enep e vreur e kemeras ar galloud e Lisboa en-dro, d'e reiñ d'e verc'h. Harluet e voe Miguel. prestikPrestik goude e varvas pedroPedro, ha bloaz goude e voe anvet Maria da rouanez.
 
==Dimezioù==
Div wech e timezas.
*En 1835 e voe dimezet da [[Auguste de Beauharnais]], 2vet dug [[Leuchtenberg]] (1810-1835), mab da [[Eugène de Beauharnais]] ha da [[Auguste von Bayern]]. Jubennerez an dimeziñ-se ne oa nemet impalaerez trederannerez Brazil, eil pried he zad hag intañvez, [[Amélie von Leuchtenberg]], c'hoar da Auguste. Gant se e oa deuet Maria da vezañ c'hoar-gaer d'he lezvamm. Mervel a reas he fried gant an [[difteriezh]] daou viz goude an eured, da 24 bloaz.
*Bloaz goude, e 1836, ec'h addimezas Marie da [[Fernando II Portugal| Ferdinand von Sachsen-Coburg-Gotha]]. Hennezh a oa mab d'ar priñs [[Ferdinand Georg August von Sachsen-Coburg-Saalfeld-Koháry]] (1781-1851) ha d'ar briñsez [[Antonia Kohary]] (1792-1862), niz da [[Leopold Iañ (Belgia)| Leopold Iañ]], [[Roue Belgia]], ha kenderv kompez d'an hini a deuio da vezañ ar [[rouanez Victoria]]. [[Roue Portugal]] e teuas Ferdinand da vezañ, [[de jure uxoris]], evel [[Fernando II Portugal]]. Bugale o doe.
 
===He bugale===
183 637

modifications