João VI : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''João VI''' (1767-1826), a oa roue Portugal hahag an [[Algarvoù]], roue Brazil ha goude impalaer.
 
==E vuhez==
Ganet e oa e Lisboa, kêr-benn Portugal, d'an 13 a viz Mae 1767, hag eno e varvas d'an 10 a viz Meurzh 1826. Ren a reas e Rouantelezh Unanet Portugal, Brazil hag an Algarvoù, etre 1816 ha 1822, ha goude e rouantelezh Portugal heken adal 1822 betek e varv e 1826.
 
Gant [[feur-emglev Rio de Janeiro]] e 1825 e oa bet anavezet dizalc'hted Brazil, hag anvet e oa bet João VI da impalaer Brazil, met e vab henañ, an impalaer [[Pedro Iañ]] , an hini a oa e penn ar vro e gwirionez.
 
Dimezet e oa d'an infantez spagnol [[Carlota Joaquina de Borbón]] (1775-1830).
 
==E vuhez e Brazil==
[[File:DomJoao6 CarlotaJoaquina.jpg|thumb|left| João VI hag e bried, ar rouanez Carlota.]]
En [[1788]] e varvas José, mab henañ ar roue, ha setu João lakaet da bennhêr kurunenn Portugal. Neuze e voe anvet da ''briñs Brazil'' ha da 17vet [[dug Braganza]]. <br />
Entre [[1788]] ha [[1816]], e veze graet ''priñsez Brazil'' eus Carlota. En amzer-se e oa Spagn dindan dreid gant armeoù [[Napoleone Buonaparte]], hag ar rouaned [[Carlos IV]], e dad-kaer, ha [[Fernando VII]], e vreur-kaer, a oa prizoniet e Bro-C'hall.