André Cayatte : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
Tapet e aotreegezh war al Lizhiri hag e zoktolerezh war ar Gwir gantañ en devoa graet anaoudegezh '''André Cayatte''' gant bed ar sinema da-geñver ur prosez oc'h enebiñ un aktour ouzh ur produour.
 
Goude bezañ kenlabouret da skritur meur a film, ''[[Entrée des artistes]]'' ([[1938]]) gant [[Marc Allégret]] en o zouez, en devoa kroget gant e vicher da zont da vat o kas da benn azasadurioù ''[[La Fausse Maîtresse]]'' (gant [[Honoré de Balzac]]), ''[[Au bonheur des Dames]]'' (gant [[Émile Zola]]) ha ''[[Pierre et Jean]]'' (gant [[Guy de Maupassant]]). Gant ''[[Les Amants de Vérone]]'' ([[1948]]), en devoa skrivet ar senario anezhañ a-gevret gant [[Jacques Prévert]], e oa bet sevenet e gentañ film personel gantañ en ur ziskouez splann e vailhoni. Ober a rae gant ar skeudennoù evit diskuliañ ar wirionez, ar pezh a glaskas ober war-bouez un deir-oberenn a-benn breutaat evit ur justis deneloc'h. Diskouezet en devoa e oa un ampart a skriver senario hag a leurenner gant al lodenn gentañ, ''[[Justice est faite]]'', m'en devoa lakaet war wel entremar ur juri ; heuliet e oa bet gant an div lodenn all : ''[[Nous sommes tous des assassins]]'' ha ''[[Le Dossier noir]]''. Lammet o devoa ar filmvarnourien war chouk '''Cayatte''' o rebech dezhañ e oa bet kemeret an tu kreñv war den ar sinema gant anden ar alvokadWir. Pledet en devoa gant danvezioù kizidik ha kenlabouret gant aktourien e barr o brud : [[Michèle Morgan]] ha [[Bourvil]] (''[[Le Miroir à deux faces]]'' ([[1958]]) pe c'hoazh [[Jacques Brel]] (''[[Les Risques du métier]]'' ([[1967]], ur film diwar-benn ar gwallvrudañ).
 
==E filmoù==