Eoul-maen : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dizober kemmoù 1562192 a-berzh 80.11.45.45 (kaozeal) -vandalerezh
Dizober kemmoù 1562191 a-berzh 80.11.45.45 (kaozeal) -vandalerezh
Linenn 15:
Hervez [[Thomas Gold]] hag un nebeud douarourien soviedel evel [[Nikolay Koudryavtsev]] en em furm eoul-maen don-tre dindan gorre an [[Douar]]. N'eo ket degemeret an deorienn-mañ gant ar darn vrasañ eus an douarourien ha ned a ket an embregerezhioù eoulmaenek a-du ganti.
 
== Disac'hadur =======3
Ar gudenn bennañ pa fell d'an nen disac'hañ eoul-maen eo kavout maezioù. Bremañ e ra an douarourien gant teknikoù [[seism]]ek da ziloiñ frammadurioù a c'hellfe kuzhat eoul-maen met ardinvinkoù arall a vez talvoudekaet evel [[gravimetr]]où pe [[magnetometr]]où. Ar bazenn da heul eo kleuzañ ur puñs da dizhout ar mirlerc'h isdouarel. En un nebeud puñsou e pign an eoul-maen d'ar gorre en un doare naturel met an darn vrasañ eus ar puñsoù-se a zo damziviet. Alies e kleuzier meur a buñs e-barzh an hevelep mirlerc'h, da lakaat da sur e vo arc'hantus an disac'hadur. Ensilat a reer ivez [[aezhenn]] pe [[dour]] da virout ar gwask uhel a-walc'h. An teknikoù-mañ a c'hell gwallaozañ ar puñs, avat, ha lakaat e ziskar da vuanoc'h.