João VI : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 13:
Gant [[Brezel an Orañjez]] e 1801 e teuas Spagn a-benn da ziframmañ Olivença digant Portugal. Hogen war washaat ez ae an traoù entre Pariz ha Lisboa en 1807, pa voe aloubet ar vro gant arme Napoleon, renet gant ar jeneral Junot.
===E Brazil===
[[File:DomJoao6 CarlotaJoaquina.jpg|thumb| João VI hag e bried, ar rouanez Carlota.]]
Ne oa ket ar priñs João evit stourm, ha tec'hel a reas gant e diegezh, e c'houarnamant hag e lez, da Vrazil, ar pinvidikañ eus trevadennoù Portugal. Etre 500 ha 15 000 den a oa gantañ pan eas da chom da [[Rio de Janeiro]] d'ar 7 a viz Meurzh 1808. Gant e guzulerien e voe aozet modernaat ar vro hag he digerién d'ar c'henwerzh etrevroadel , gant ensavadurioù stabil.
Linenn 20:
===Goude Napoleon===
E 1811 e voe dieubet Portugal diouzh an arme c'hall. Met João VI ne fellas ket dezhaén distreiñ da Europa.
D'ar 16 a viz Kerzu 1815, ec'h embannas savidigezh « Rouantelezh unanet Portugal, Brazil hag an Algarvoù ». Gant kement-se e oa kreñvaet lec'h Brazil e-kreiz ar bed portugalat. E 1816, goude marv e vamm Maria Iañ, e Portugal, e teuas ar rejant da vout roue. Ha bec'h warnañ: e Portugal e felle d'an dud e teuje en-dro, hag e Brazil ne felle ket dezho e lezel da vont kuit ha dont da vezañ un drevadenn adarre. A-benn ar fin e tistroas João VI gant e lez da Lisboa d'an 3 a viz Gouhere 1821, goude envel ar priñs Pedro da rejant Brazil.
Gant [[feur-emglev Rio de Janeiro]] e 1825 e oa bet anavezet dizalc'hted Brazil, hag anvet e oa bet João VI da [[impalaer Brazil]], met e vab henañ, an impalaer [[Pedro Iañ]], an hini a oa e penn ar vro e gwirionez.
<!--
En Europe, Jean VI est à la fois victime des luttes de pouvoirs qui opposent libéraux et conservateurs et des conspirations de sa femme, la reine d'origine espagnole Charlotte-Joachime, avec qui il entretient des relations mouvementées depuis le début de son mariage. Il assiste par ailleurs, impuissant, à la montée du nationalisme brésilien et à la proclamation d'indépendance du pays par son propre fils aîné le 7 septembre 1822. Contraint à reconnaître la sécession brésilienne en 1825, Jean VI est néanmoins proclamé empereur titulaire du pays par la même occasion. Six mois plus tard, le souverain s'éteint dans des conditions mystérieuses, sans que sa succession soit réellement assurée, ouvrant ainsi la voie à une longue crise successorale.
-->
|