Pedro Carlos de Borbón : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
 
'''Pedro Carlos de Borbón''' (e spagnoleg) pe '''Pedro Carlos de Bourbon e Bragança''' (e portugaleg) (1786 -1812) a oa [[infant]] Spagn, a-berzh e dud, hag infant Portugal a-berzh e bried, [[Maria Teresa de Bragança, Priñsez Beira| Maria Teresa de Bragança]].
 
 
 
==E vuhez==
Mab e oa d'an infant [[Gabriel de Borbón]] ha d'an infantez [[Mariana Victoria de Portugal]]. E dad a oa mab da [[Carlos III]], [[roue Spagn]], ha d'ar briñsez [[ Maria Amalia von Sachsen|María Amalia de Sajonia]], ha daou vugel all o devoa bet war e lerc'h, Carlota (1787-1787) ha Carlos (1788-1788), met marvet e oant tost kenkent ha ganet.
 
E 1788 e varvas e vamm er [[gwentloù]] pa oa daou vloaz, hag e dad ivez a varvas gant ar [[vrec'h]] buanik goude. Mervel a reas e dad-kozh roue ivez, hag e vreur bihan prestik goude. Marteze eo dre un tamm gwarizi ouzh e vreur Gabriel, tad Pedro, eo e voe kaset Pedro gant ar roue nevez, e eontr [[Carlos IV]], da Bortugal, bro c'henidik e vamm, ma voe savet gant e vamm-gozh, ar rouanez [[Maria I añIañ Portugal]].
 
Pinvidik-mor e oa Pedro Carlos gant madoù bras e dad, ha mat e oa degemeret en e vro nevez. Roet e voe dezhañ medalennoù Urzh ar C'hrist ha hini San Benito de Avis, hag eus Spagn en devoa dija hini ar Maoutken Aour (Toisón de Oro) ha Kroaz Veur (Gran Cruz) Carlos III).