Pedro Carlos de Borbón : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
 
==E vuhez==
Mab e oa d'an infant [[Gabriel de Borbón]] (1752 -1788) ha d'an infantez [[Mariana Victoria de Portugal]]. E dad a oa mab da [[Carlos III]], [[roue Spagn]], ha d'ar briñsez [[ Maria Amalia von Sachsen (1724–1760)|María Amalia de Sajonia]], ha daou vugel all o devoa bet war e lerc'h, Carlota (1787-1787) ha Carlos (1788-1788), met marvet e oant tost kenkent ha ganet.
 
Daou vloaz e oa, e 1788, pa varvas e vamm er [[gwentloù]], hag e dad ivez a varvas gant ar [[Brec'h (kleñved)|vrec’h]] buanik goude. Mervel a reas e dad-kozh roue ivez, hag e vreur bihan prestik goude. Marteze eo dre un tamm gwarizi ouzh e vreur Gabriel, tad Pedro, eo e voe kaset Pedro gant ar roue nevez, e eontr [[Carlos IV]], da Bortugal, bro c'henidik e vamm, ma voe savet gant e vamm-gozh, ar rouanez [[Maria Iañ Portugal]].