Pedro Carlos de Borbón : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 4:
 
==E vuhez==
Mab e oa d'an [[infant]] spagnol [[Gabriel de Borbón]] (1752 -1788) ha d'an infantez [[Mariana Victoria de Portugal]]. E dad a oa mab da [[Carlos III]], [[roue Spagn]], ha d'ar briñsez [[Maria Amalia von Sachsen (1724–1760)|María Amalia de Sajonia]], ha daou vugel all o devoa bet war-lerc'h Pedro: Carlota (1787-1787), ha Carlos (1788-1788), met marvet e oant tost kenkent ha ganet.
 
Daou vloaz e oa, e 1788, pa varvas e vamm er [[gwentloù]], hag e dad ivez a varvas gant ar [[Brec'h (kleñved)|vrec’h]] buanik goude. Mervel a reas e dad-kozh roue ivez, e 1788 bepred, hag e vreur bihan prestik goude. Marteze eo dre un tamm gwarizi ouzh e vreur Gabriel, tad Pedro, eo e voe kaset Pedro gant ar roue nevez, e eontr [[Carlos IV]], da Bortugal, bro c'henidik e vamm, ma voe savet gant e vamm-gozh, ar rouanez [[Maria Iañ Portugal]].
 
Pinvidik-mor e oa Pedro Carlos gant madoù bras e dad, ha mat e oa degemeret en e vro nevez. Roet e voe dezhañ medalennoù [[Urzh ar C'hrist]] (Orden do Cristo) ha hini San Benito de Avis, hagouzhpenn eusar Spagnre en devoa dijabet e Spagn : hini ar Maoutken Aour (Toisón de Oro) ha Kroaz Veur (Gran Cruz) Carlos III).
 
En 1792 e voe disklêriet e oa kollet he spered gant e vamm-gozh Maria Iañ, e-pad un abadenn ofisiel e [[Salvaterra]]. SuHe hijomab, don Joao, tío deeontr Pedro Carlos, pasabaa azeuas serda regentevout derejant Portugal.
 
Ne veze ket aes an darempredoù atav gant an tiegezh portugalat. En em glevout mat avat a rae gant e geniterv kompez [[Carlota Joaquina de Borbón]], a oa dimezet d'ar rejant don Joao. Pedro Carlos a dremene e amzer en Queluz, ma oa en em dennet doña Carlota Joaquina pa zispartias "de facto" diouzh arhe fried rejant.
 
==Brazil==