Henwig-ar-C'houenon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 11:
|insee=35355
|cp=35490
|maer= JoëlPascal HardyDewasmes
|amzer-gefridi=[[20082014]]-[[20142020]]
|gorread=2 156
|gorreadkm²=21,56
Linenn 24:
|stankter=48
|}}
 
''' Henwig-ar-C'houenon ''' a zo ur gumun eus [[Breizh]] e [[Kanton Sant-Albin-Elvinieg]] e [[departamant gall|departamant]] [[Il-ha-Gwilen]].
 
Dont a ra anv Henwig-ar-C'houenon hep ket a var eus al latin Vetus Victus, bourc'h kozh. Dindan an anv-se eo meneget kerkent ha [[1063]]. War ar memes patrom eo savet anv kumun [[Henvig]] e [[Penn-ar-Bed]].
 
== Istor ==
Roudoù eus annezadurioù ken abred hag ar c'hentistor a c'hallfe bezañ displeget gant al lec'hiadur azas, o valirañ a-us d'ar C'houenon ha d'e roudouroù. Aspadennoù ur c'hamp advenet e kêriadenn Orañj a ziskouez un tiraozañ a-hed an amzer hag an ec'honder. Annezet eo bet al lec'h adarre gant ar Romaned hag a sav ur c'hamp.
=== XX{{vet}} kantved ===
 
'''[[Eil brezel-bed]]''': ur ''strouezheg'' FTP a oa er gumun.
Er grennamzer e kresk ar vourc'h tro-dro d'an iliz, savet war ur bladenn a-us d'ar [[C'houenon]]. Met ne ya ar boblañs war baotaat ken nemet pa zeu un diwezh da skrapadegoù an Normaned er {{IXvet_kantved}} ha {{Xvet_kantved}} kantvet. Ret eo vo d'an annezidi en em gannañ evit difenn o gwirioù hag o idantelezh e-skoaz abati Gwaharzh ma 'z int dindan e veli, ha tapout a refont saviad "parrez keodedel", an hini kentañ e Breizh, da heul ur gevrat sinet e 1040.
 
Staget dindan beli milourel an Aotrounez a Orañj, anezho gwizien baroned Felger, emañ ar parrez e dalc'h relijiel eskopti Roazhon. Dindan levezon daou veurgêr en em gav enta Henwig-ar-C'houenon. Nebell eus marzhoù Breizh emañ Henwig, ha dre se e vo test eus emgann [[Sant-Albin-an-Hiliber]] e 1488. Eus lec'hienn Orañj bet kreñvaet evit an degouezh e loc'ho an Dug [[Charlez a Orleañs]] hag e jeneraled a-gevret gant o 7 000 gwazh.
 
En {{XIXvet_kantved}} kantved emañ an obererezh armerzhel o tapout lañs a-drugarez d'ar milinoù ha da oberierezh ar paper, war un dro gant mengleuz an Dosenn e Bre.
 
Repuidi republikan [[Brezel Spagn]] a vo degemeret adalek deroù ar bloavezh 1939 e savadurioù dilezet ar mengleuz ha re an danvez ospis (n'eo morse bet digoret). Lod anezho a chomo eno betek e-kreiz ar bloavezhioù [[1950]]. Da c'houde e vo savet eno ur c'hamp yaouankizoù bodet ennañ bugale gourdrouzet.
 
== Monumantoù ha traoù heverk ==
Moger kiklopek Orañj ([[oadvezh an houarn]]).
 
Iliz Sant Jermen, ar bras anezhi eus an {{XVIvet_kantved}} kantved, met gant lodennoù eus an {{XIvet_}} kantved. Savet eo bet an [[ograoù]] e 1883.
 
Ul [[laour-vaen]] [[greunvaen]], meneget ken abred ha 1020 ouzh dor an iliz, dezhi stumm un [[nev]].
 
A-hed ar C'houenon hag a dreuz ar c'humun en em gave 8 milin, an holl anezho war-bouez unan gouestlet da fardañ paper. Eus an Norzh betek ar Su, e kaver tro-ha-tro
* Milin ar Menec'h (n'eus ket anezhañ ken)
* Milin Orañj
* Milin ar Pont
* Ar Milinoù Meur
* Milin Roudour Meven
* Milin Bre
* Milin Roudour Morin
* Milin ar Mined
 
Kastel ar Milinig, bet savet er {{XIXvet_kantved}} kantved.
 
Mougev Bre dediet da ''Iton Varia Gwir-Sikour hag al Labour''
 
== Douaroniezh ==
Ur vourc'h eus biz Breizh eo, lec'hiet nebell eus marzhoù ar vro, war ar stêr Kouenon. Lec'hiet eo Henwig-ar-C'houenon war-hed 33 eus [[Roazhon]], 23 eus [[Felger]] ha 35 eus [[Menez Mikael ar Mor]]
 
Ar c'humunioù amezek a zo (en ur dreiñ a-du gant nadozioù un eurier, adalek an Norzh) [[Rovazil]], [[Kelvinieg]], [[Sant-Kristol-Gwalen]], [[Sant-Owen-an-Alloz]], [[Magoerioù-ar-C'houenon]], [[Gwaharzh]], ha [[Sen]].
 
A-fet douarouriezh en em gav ar c'humun en domani Nozh-Armorika (kelc'hiad kadomian) ha diwar al lec'hiadur ez eo anvet ar sinklinal lec'hel : Sinklinal Henwig-ar-C'houenon.
 
== Armerzh ==
*Labour-douar
 
*Greanterezh
Mengleuz plom hag arc'hant Bre, a zo bet korvoet el lec'h An Dosenn e anv. Digoret eo bet e 1879, ha korvoet eo bet da gentañ evit ur spledad plom. Etre 1880 ha 1894 e vo eztennet kailh diaoz (blend, galen ha pirit). E 1890 e vo krouet « Kevredad mengleuzioù arc'hantus an Dosenn » evit merañ ar goñsedadenn ; divodet e vo e 1894. Er bloavezhioù 1900 eur krog en-dro da gorvoiñ. An taol-mañ e vo enfredet betek 350 goprad gant ar Gevredad merour hag e savo ar c'henderc'had da 12 000 tonnenn plom arc'hantus dre bloavezh. E 1907 e paouez adarre an obererezh evit abegoù arc'hantel.
 
Trede pennad greantel evit al lec'hienn e 1927, ur gevredad a grog da gorvoiñ ar spledad, hag a sav ar geoded micherour a weler c'hoazh hiziv an deiz. E 1929 ez eo divontet ar greizenn dredan dre aezhenn paour a oa bet savet e 1903 evit liammañ al lec'hienn ouzh ar rouedad tredan hollek. Er bloavezh-se e ra freuz-stal ar gevredad hag e chom a-sav ar c'horvoiñ.
 
Erfin, etre 1941 ha 1951, e voe korvoet ar mengleuz evit ar pevare gwech, dindan ren an ac'huber alaman, ha da c'houde gant « Kompagnunez an Dyr ». E 1956 ez eo bet serret da vat, ha ret e vo gortoz betek 2009 evit ma vo darempredet adarre al lec'hienn, met evit an douristed, ar wech-mañ.
 
E-doug ar brezel, e talvez ar mengleuz evit degemer da gentañ repuidi spagnolat, da c'houde ur « c'hamp yaouankizoù ». Pa 'z eo lakaet en-dro evit bastañ da ezhommoù an Alamaned, a gorvo an piriteg, e vo korvoet gant « Kompagnunez Mengleuzioù Breizh », ha talvezout a raio da heberc'hiañ ur strollad rezistanted, enframmet en « FTPF », ma vo ezel anezhañ Yvonnick Laurent, a-raok dezhañ bezañ fuzuilhet en atant « Roc'h-ar-Mouilc'hi » d'an 8 a viz Gouere 1944.
*Ur [[mengleuz]] [[greuvaen]] a zo korvoet bepred er biz, nebell eus lec'hienn mengleuz arc'han kozh, war hent Roudour Morin .
*Ul linenn [ Karr-boutin|kirri-boutin]] ([[Roazhon]]/[[Entraven]], Ilenoo niverenn 4) renet gant an departamant ar ra un arsav er [[bourc'h|vourc'h]].
 
== Emdroadur ar boblañs 1962-2006 ==
{{Demografiezh
Linenn 57 ⟶ 108:
 
== Melestradurezh ==
 
== Tud ==
* Jean Lizé, paperaer ar {{XVvet_kantved}} kantved
== Gevelliñ ==
* Pierre Hubert, surjian, maer kentañ ar c'humun (bet dilennet d'ar 9 a viz Mae 1790)
* Zacharie Roussin (1827-1894), kimiour brudet war dachenn al livuzennoù
* Yvonnick Laurent (1923-1944), rezistant merzher, fuzuilhet d'an 8 a viz Gouere 1944 d'an oad a 21 bloaz.
* ar Jeneral Pierre Vallerie (1903-1988), Kontroller meur an Armeoù, eilmaer Sant-Maloù
 
== Liammoù diavaez ==
 
== Dave ha notennoù ==
<references/>