Henwig-ar-C'houenon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Labour-douar : resisadurioù
Linenn 34:
Roudoù eus annezadurioù ken abred hag ar c'hentistor a c'hallfe bezañ displeget gant al lec'hiadur azas, o valirañ a-us d'ar C'houenon ha d'e roudouroù. Aspadennoù ur c'hamp advenet e kêriadenn Orañj a ziskouez un tiraozañ a-hed an amzer hag an ec'honder. Annezet e voe al lec'h adarre gant ar Romaned hag a savas ur c'hamp eno.
 
Er grennamzerGrennamzer e kresk ar vourc'h tro-dro d'an iliz, savet war ur bladenn a-us d'ar [[C'houenon]]. Met ne ya ar boblañs war baotaat ken nemet pa zeu un diwezh da skrapadegoù an Normaned er {{IXvet_kantved}} ha {{Xvet_kantved}} kantvet. Ret eo vo d'an annezidi en em gannañ evit difenn o gwirioù hag o idantelezh e-skoaz abati Gwaharzh ma 'z int dindan e veli, ha tapout a refont saviad "parrez keodedel", an hini kentañ e Breizh, da heul ur gevrat sinet e 1040.
 
Staget dindan beli milourel an Aotrounez a Orañj, anezho gwizien baroned Felger, emañ ar parrez e dalc'h relijiel eskopti Roazhon. Dindan levezon daou veurgêr en em gav enta Henwig-ar-C'houenon. Nebell eus marzhoù Breizh emañ Henwig, ha dre se e vo test eus emgann [[Sant-Albin-an-Hiliber]] e 1488. Eus lec'hienn Orañj bet kreñvaet evit an degouezh e loc'ho an Dug [[Charlez a Orleañs]] hag e jeneraled a-gevret gant o 7 000 gwazh.