Henwig-ar-C'houenon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Spisadur war an istor d.h.
Linenn 33:
 
== Istor ==
Roudoù a gaver eus annezadurioù adalek aroadvezh c'hentistoran houarn ({{VIIIvet_kantved}}-{{Vvet_kantved}} kent JK). An orin anezho a c'haller displegañ dre al lec'hiadur azas, a valir a-us d'ar C'houenon ha d'e roudouroù. Aspadennoù ur c'hamp advenet e kêriadennpennkêr Orañj (d.l.e. ur skoilh, naturel pa galvezadel, aozet evit difenn ur savlec'h) a ziskouez un tiraozañ a-hed an amzer hag an ec'honder. Annezet e voe al lec'h adarre gant ar Romaned hag a savas ur c'hamp eno.
 
Er Grennamzer e kreskas ar vourc'h tro-dro d'an iliz, bet savet war ur bladenn a-us d'ar [[Kouenon|C'houenon]]. Met ne yeas ar boblañs war baotaat ken nemet pa zeuas un diwezh da skrapadegoù an Normaned er {{IXvet_kantved}} ha {{Xvet_kantved}}. D'an amoent-se e oa div voudenn gladdalc'hel er barrez, unan e Orañj hag eben e Bourgel. Goude bezañ bet lodenn eus domani prevez duged kozh Breizh e voe lakaet Henwig dindan beli milourel an Aotrounez a Orañj, anezho gwizien baroned Felger. Edo ar parrez e dalc'h relijiel eskopti Roazhon. Dindan levezon div veurgêr en em gavas Henwig enta. Da varoned Felger rag-eeun e oa domani al Lann Pavezet, a zeuio diwezhatoc'h da vezañ un domani roueel, hag a 'n em lede etre kêriadenn [[Sant-Kristol-Gwalen|Gwalen]], parrez [[Sant-Owen-an-Alloz|Sant-Owen]], ha glannoù ar C'houenon. Er {{XVIvet_kantved}} ez eo bet rannet al lann etre parrezioù Henwig, [[Sant-Owen-an-Alloz|Sant-Owen]] ha [[Sant-Kristol-Gwalen|Sant-Kristol]].
 
Gant an Normaned e oa bet distrujet manati amezek Sant-Superi [[Gwaharzh]] (a oa e dalc'h abati Marmoutiers, e [[Touren]]). Fellout a reas da venec'h Marmoutiers ec'h adsevel. Met dre ma oa berr o feadra e ejont da gaout dug Breizh. Evit o skoazellañ e voe roet parrez Henwig da vanati Sant-Superi Gwaharzh e deroù an {{XIvet_kantved}} (war-dro ar bloavezh 1030) gant an dug [[Alan III]]. An annezidi a savas evit difenn o gwirioù hag o identelezh e-skoaz abati Gwaharzh avat. En diwezh e voe aotreet an donezoniñ-se e 1040 gant ar priñsed Eudes hag Alain ha gant eskop Roazhon : « Doctiam plenariam justitium de tota illa verra» d.l.e. "Reiñ a ran justis leun war an holl douaroù-se", da lavaras an dug Alan III. Met war un dro e tapas parrezianiz Henwig ar saviad a "parrez keodedel", an hini kentañ e Breizh. Ret e voe da venec'h Gwaharzh tremen gant div drederenn hepken eus deogoù parrez Hewnig "an div drederenn eus deogoù edoù a gement seurt a gresk eno" evel m'eo diferet gant un anzav dom Richarzh a Sant-Krespin, priol Gwaharzh e 1319. Er bloavezh-mañ e save o deogoù da 60 minoù ed —— 360 poezell pe tregont sestier ——, gant profoù Nedeleg, Pask hag ar C'horaiz bihan, hag e veze dilaosket an nemorant da berson ar barrez. E roll an eskopti (ds. 1646) ez eo deroet 400 lur leve da berson Henwig.
 
Nebell eus marzhoù Breizh emañ lec'hiet Henwig, ha dre se e voe liammet gant unan eus abadennoù mantrusañ istor Breizh. D'ar sadorn 26 a viz Gouere 1488 e oa gronnet Henwig gant bagadoù niverus. Birvilh a oa tro-dro d'ar maner gladdalc'hel ma oa o chom ennañ Jehan a Chateaubriand, hêr ar re Orañj diwezhañ. E penn gward-adreñv arme Breizh edo Jehan ha gantañ e oa bet roet degemer d'an Dug [[Charlez a Orleañs]], d'an Aotrou Albret ha da pennoù pouezusañ arme Breizh. Ar soudarded (7&nbsp;000 Breton, 800 Alaman, 900 Saoz, 1&nbsp;600 Spagnol ha 2&nbsp;500 Gwaskon), hag a oa war-nes stourm ouzh arme Frañs, o doa savet o c'hamp etre an hanva roman kozh, difennoù Bourgel, an torgennoù amezeg hag ar gompezenn en em zispleg war glannoù an Alleron.<!-- A cette occasion, il y eut des campements de troupes à Sautoger, la Ménardais et la Fontaine d'Abîme. --> Alese eo loc'het arme Breizh antronoz evit mont d'emgannañ e [[Emgann Sant-Albin-an-Hiliber|Sant-Albin-an-Hiliber]].
 
E dibenn an {{XVIIIvet_kantved}} e yae ar milinoù da bourchas ur greanterezh bleunius. Obererezh ar paperaerezh er milinoù-se staliet war ribloù ar C'houenon en deus merket start dremm adeiladourel ar gumun.
En {{XIXvet_kantved}} edo an obererezh armerzhel oa tapoutzalc'h gant e lañs a-drugarez d'ar milinoùmengleuzioù hagreunvaen da oberierezh ar papergentañ, warha undiwaezhtoc'h droda gantvengleuz mengleuzplom arc'hantus an Dosenn e Bre.
 
Repuidi republikan eus [[Brezel Spagn]] a vo degemeret adalek deroù ar bloavezh 1939 e savadurioù dilezet ar vengleuz ha re an danvez ospis (n'eo morse bet digoret)<ref>Raymond San Geroteo, Les Oliviers de l'exil, Cairn 2012, ISBN 9782350682747</ref>. Lod anezho a chomo eno betek e-kreiz ar bloavezhioù [[1950]]. Da c'houde e vo savet er vengleuz ur c'hamp yaouankizoù bodet ennañ bugale gourdrouzet.<!-- Pendant la seconde guerre mondiale, la Résistance a été assez forte. Son instigateur dans la commune fut Louis Pétri, dit "Loulou" qui avait combattu dans les Brigades Internationales aux côtés des républicains espagnols. Les résistants devaient cacher des réfractaires au Service du Travail Obligatoire, des résistants traqués, des responsables FTPF (Francs Tireurs et Partisans Français) et les ravitailler. La ferme de la Roche aux Merles devint le siège du maquis de Pavé après la libération, pour raisons de santé, de E. Logeais, son propriétaire. Le maquis fut dénoncé et la ferme d'E. Logeais fut incendiée. Yvonnick Laurent fut torturé à mort ; un monument a été érigé à sa mémoire à cet endroit. -->
 
== Monumantoù ha traoù heverk ==
Linenn 72 ⟶ 73:
Ar c'humunioù amezek a zo (en ur dreiñ a-du gant nadozioù un eurier, adalek an Norzh) [[Rovazil]], [[Kelvinieg]], [[Sant-Kristol-Gwalen]], [[Sant-Owen-an-Alloz]], [[Magoerioù-ar-C'houenon]], [[Gwaharzh]], ha [[Sen]].
 
A-fet douarouriezh en em gav ar c'humungumun en domani Nozh-Armorika (kelc'hiad kadomian) ha diwar al lec'hiadur ez eo anvet ar sinklinal lec'hel : Sinklinal Henwig-ar-C'houenon.
 
Sevel a ra lec'h uhelañ ar gumun da 107 m (el Lannn Pavezet), hag an hini izelañ da 22m (e pennkêr La Mondrais). Liesdoare eo an torosennadur, etre an uhelgompezennoù er c'hornôg, er reter hag er c'hreisteiz, ha traoñienn ar C'houenon he diribinoù serzh. Rak-se eo deuet Henwig da vezañ ul lec'h brudet evit redadegoù [[Marc'hhouarnerezh|marc'h-houarn]], gant e gravoù sonn etre ar vourc'h eus un tu, ha Bre (war hent Kelvinieg) pe al Lann Pavezet (war hent Felger) eus un tu all.
 
== Armerzh ==
===Labour-douar===
Gant gounit boued-chatal ha desevel loened a ya ar bras eus gorread gounezadus ar c'humungumun (1.377 ha, war 37 atant). Pradeier ha koadeier a zo ivez.
 
===Greanterezh===
* Mengleuz plom hag arc'hanthantus Bre, a zo bet korvoet el lec'h An Dosenn e anv.
 
Digoret eo bet e 1879, ha korvoet eo bet da gentañ evit ur spledad plom. Etre 1880 ha 1894 e vo eztennet kailh diaoz (blend pe maen-zink<!-- [DBFMM] -->, galen ha pirit). E 1890 e vo krouet « Kevredad mengleuzioù arc'hantus an Dosenn » evit merañ ar goñsedadenn ; divodet e vo e 1894. Er bloavezhioù 1900 eur krog en-dro da gorvoiñ. An taol-mañ e vo enfredet betek 350 goprad gant ar Gevredad merour hag e savo ar c'henderc'had da 12 000 tonnenn plom arc'hantus dre bloavezh. E 1907 e paouez adarre an obererezh evit abegoù arc'hantel.
 
Trede pennad greantel evit al lec'hienn e 1927, ur gevredad a grog da gorvoiñ ar spledad, hag a sav ar geoded micherour a weler c'hoazh hiziv an deiz. E 1929 ez eo divontet ar greizenn dredan dre aezhenn paour a oa bet savet e 1903 evit liammañ al lec'hienn ouzh ar rouedad tredan hollek. Er bloavezh-se e ra freuz-stal ar gevredad hag e chom a-sav ar c'horvoiñ.
Linenn 90 ⟶ 91:
 
E-doug ar brezel, e talvez ar mengleuz evit degemer da gentañ repuidi spagnolat, da c'houde ur « c'hamp yaouankizoù ». Pa 'z eo lakaet en-dro evit bastañ da ezhommoù an Alamaned, a gorvo an piriteg, e vo korvoet gant « Kompagnunez Mengleuzioù Breizh », ha talvezout a raio da heberc'hiañ ur strollad rezistanted, enframmet en « FTPF », ma vo ezel anezhañ Yvonnick Laurent, a-raok dezhañ bezañ fuzuilhet en atant « Roc'h-ar-Mouilc'hi » d'an 8 a viz Gouere 1944.
*Mengleuz al Lann Pavezet n'eo ket korvoet ken
*Ur [[mengleuz|vengleuz]] [[greuvaen]] (Henry Frères hec'h anv) a zo korvoet bepred er biz, nepell eus ar vengleuz arc'hant kozh, war hent Roudour Morin.
*Ur [[mengleuz|vengleuz]] [[grouangreuvaen]] (OrbelloHenry Granulats OuestFrères hec'h anv) a zo korvoet bepred er merventbiz, skonepell ouzheus harzoùar kumunioùvengleuz [[Gwaharzh]]plom haarc'hantus [[Sen]]kozh, war hent Roudour Morin.
*Ur vengleuz [[grouan]] (Orbello Granulats Ouest hec'h anv) a zo korvoet e pennkêr Sautoger er mervent, sko ouzh harzoù kumunioù [[Gwaharzh]] ha [[Sen]]
 
===Dezougen===
Linenn 152 ⟶ 154:
== Tud brudet ==
* Jean Lizé, paperaer ar {{XVvet_kantved}} kantved
* Pierre Hubert, surjian, maer kentañ ar c'humungumun (bet dilennet d'ar 9 a viz Mae 1790)
* Zacharie Roussin (1827-1894), kimiour brudet war dachenn al livuzennoù
* [[File:Monument à la mémoire d'Yvonnick Laurent.jpg|thumb|Maen savet e koun Yvonnick Laurent]]Yvonnick Laurent (1923-1944), rezistant merzher, fuzuilhet d'an 8 a viz Gouere 1944 d'an oad a 21 bloaz.
Linenn 160 ⟶ 162:
 
== Dave ha notennoù ==
<references/><!-- BANEAT, Paul. Le département d'Ille-et-Vilaine, Histoire, Archéologie, Monuments. Rennes : J. Larcher, 1929, p. 312-316. Vieux-Vy-sur-Couesnon d'hier à aujourd'hui. Association socio-culturelle de Vieux-Vy-sur-Couesnon, sl, 1990. Le patrimoine des communes d'Ille-et-Vilaine. Paris : Flohic éditions 2000, 2 tomes, (Le patrimoine des communes de France), p. 1402-1409.-->
<references/>
[[Rummad:Kumunioù Il-ha-Gwilen]]