Henwig-ar-C'houenon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D vi-koukoug
Linenn 35:
Roudoù a gaver eus annezadurioù adalek oadvezh an houarn ({{VIIIvet_kantved}}-{{Vvet_kantved}} kent JK). An orin anezho a c'haller displegañ dre al lec'hiadur azas, a valir a-us d'ar C'houenon ha d'e roudouroù. Aspadennoù ur c'hamp advenet e pennkêr Orañj (d.l.e. ur skoilh, naturel pa galvezadel, aozet evit difenn ur savlec'h) a ziskouez un tiraozañ a-hed an amzer hag an ec'honder. Annezet e voe al lec'h adarre gant ar Romaned hag a savas ur c'hamp eno.
 
Er Grennamzer e kreskas ar vourc'h tro-dro d'an iliz, bet savet war ur bladenn a-us d'ar [[Kouenon|C'houenon]]. Met ne yeas ar boblañs war baotaat ken nemet pa zeuas un diwezh da skrapadegoù an Normaned er {{IXvet_kantved}} ha {{Xvet_kantved}}. D'an ampoent-se e oa div voudenn gladdalc'hel er barrez, unan e Orañj hag eben e Bourgel. Goude bezañ bet lodenn eus domani prevez duged kozh Breizh e voe lakaet Henwig dindan beli milourel an Aotrounez a Orañj, anezho gwizien baroned Felger. Edo ar parrezbarrez e dalc'h relijiel eskopti Roazhon. Dindan levezon div veurgêr en em gavas Henwig enta. Da varoned Felger rag-eeun e oa domani al Lann Pavezet, a zeuio diwezhatoc'h da vezañ un domani roueel, hag a 'n em lede etre kêriadenn [[Sant-Kristol-Gwalen|Gwalen]], parrez [[Sant-Owen-an-Alloz|Sant-Owen]], ha glannoù ar C'houenon. Er {{XVIvet_kantved}} ez eo bet rannet al lann etre parrezioù Henwig, [[Sant-Owen-an-Alloz|Sant-Owen]] ha [[Sant-Kristol-Gwalen|Sant-Kristol]].
 
Gant an Normaned e oa bet distrujet manati amezek Sant-Superi [[Gwaharzh]] (a oa e dalc'h abati Marmoutiers, e [[Touren]]). Fellout a reas da venec'h Marmoutiers ec'h adsevel. Met dre ma oa berr o feadra e ejont da gaout dug Breizh. Evit o skoazellañ e voe roet parrez Henwig da vanati Sant-Superi Gwaharzh e deroù an {{XIvet_kantved}} (war-dro ar bloavezh 1030) gant an dug [[Alan III]]. An annezidi a savas evit difenn o gwirioù hag o identelezh e-skoaz abati Gwaharzh avat. En diwezh e voe aotreet an donezoniñ-se e 1040 gant ar priñsed Eudes hag Alain ha gant eskop Roazhon : « Doctiam plenariam justitium de tota illa verra» d.l.e. "Reiñ a ran justis leun war an holl douaroù-se", da lavaras an dug Alan III. Met war un dro e tapas parrezianiz Henwig ar saviad a "parrez keodedel", an hini kentañ e Breizh. Ret e voe da venec'h Gwaharzh tremen gant div drederenn hepken eus deogoù parrez Hewnig "an div drederenn eus deogoù edoù a gement seurt a gresk eno" evel m'eo diferet gant un anzav dom Richarzh a Sant-Krespin, priol Gwaharzh e 1319. Er bloavezh-mañ e save o deogoù da 60 minoù ed —— 360 poezell pe tregont sestier ——, gant profoù Nedeleg, Pask hag ar C'horaiz bihan, hag e veze dilaosket an nemorant da berson ar barrez. E roll an eskopti (ds. 1646) ez eo deroet 400 lur leve da berson Henwig.