Henwig-ar-C'houenon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D vi-koukoug
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 37:
Er Grennamzer e kreskas ar vourc'h tro-dro d'an iliz, bet savet war ur bladenn a-us d'ar [[Kouenon|C'houenon]]. Met ne yeas ar boblañs war baotaat ken nemet pa zeuas un diwezh da skrapadegoù an Normaned er {{IXvet_kantved}} ha {{Xvet_kantved}}. D'an ampoent-se e oa div voudenn gladdalc'hel er barrez, unan e Orañj hag eben e Bourgel. Goude bezañ bet lodenn eus domani prevez duged kozh Breizh e voe lakaet Henwig dindan beli milourel an Aotrounez a Orañj, anezho gwizien baroned Felger. Edo ar barrez e dalc'h relijiel eskopti Roazhon. Dindan levezon div veurgêr en em gavas Henwig enta. Da varoned Felger rag-eeun e oa domani al Lann Pavezet, a zeuio diwezhatoc'h da vezañ un domani roueel, hag a 'n em lede etre kêriadenn [[Sant-Kristol-Gwalen|Gwalen]], parrez [[Sant-Owen-an-Alloz|Sant-Owen]], ha glannoù ar C'houenon. Er {{XVIvet_kantved}} ez eo bet rannet al lann etre parrezioù Henwig, [[Sant-Owen-an-Alloz|Sant-Owen]] ha [[Sant-Kristol-Gwalen|Sant-Kristol]].
 
Gant an Normaned e oa bet distrujet manati amezek Sant-Superi [[Gwaharzh]] (a oa e dalc'h abati Marmoutiers, e [[Touren]]). Fellout a reas da venec'h Marmoutiers ec'h adsevel. Met dre ma oa berr o feadra e ejont da gaout dug Breizh. Evit o skoazellañ e voe roet parrez Henwig da vanati Sant-Superi Gwaharzh e deroù an {{XIvet_kantved}} (war-dro ar bloavezh 1030) gant an dug [[Alan III]]. An annezidi a savas evit difenn o gwirioù hag o identelezh e-skoaz abati Gwaharzh avat. En diwezh e voe aotreet an donezoniñ-se e 1040 gant ar priñsed Eudes hag Alain ha gant eskopeskob Roazhon : « Doctiam plenariam justitium de tota illa verra» d.l.e. "Reiñ a ran justis leun war an holl douaroù-se", da lavaras an dug Alan III. Met war un dro e tapas parrezianiz Henwig ar saviad a "parrez keodedel", an hini kentañ e Breizh. Ret e voe da venec'h Gwaharzh tremen gant div drederenn hepken eus deogoù parrez Hewnig "an div drederenn eus deogoù edoù a gement seurt a gresk eno" evel m'eo diferet gant un anzav dom Richarzh a Sant-Krespin, priol Gwaharzh e 1319. Er bloavezh-mañ e save o deogoù da 60 minoù ed —— 360 poezell pe tregont sestier ——, gant profoù Nedeleg, Pask hag ar C'horaiz bihan, hag e veze dilaosket an nemorant da berson ar barrez. E roll an eskopti (ds. 1646) ez eo deroet 400 lur leve da berson Henwig.
 
Nebell eus marzhoù Breizh emañ lec'hiet Henwig, ha dre se e voe liammet gant unan eus abadennoù mantrusañ istor Breizh. D'ar sadorn 26 a viz Gouere 1488 e oa gronnet Henwig gant bagadoù niverus. Birvilh a oa tro-dro d'ar maner gladdalc'hel ma oa o chom ennañ Jehan a Chateaubriand, hêr ar re Orañj diwezhañ. E penn gward-adreñv arme Breizh edo Jehan ha gantañ e oa bet roet degemer d'an Dug [[Charlez a Orleañs]], d'an Aotrou Albret ha da pennoù pouezusañ arme Breizh. Ar soudarded (7&nbsp;000 Breton, 800 Alaman, 900 Saoz, 1&nbsp;600 Spagnol ha 2&nbsp;500 Gwaskon), hag a oa war-nes stourm ouzh arme Frañs, o doa savet o c'hamp etre an hanva roman kozh, difennoù Bourgel, an torgennoù amezeg hag ar gompezenn en em zispleg war glannoù an Alleron.<!-- A cette occasion, il y eut des campements de troupes à Sautoger, la Ménardais et la Fontaine d'Abîme. --> Alese eo loc'het arme Breizh antronoz evit mont d'emgannañ e [[Emgann Sant-Albin-an-Hiliber|Sant-Albin-an-Hiliber]].