Manuel Godoy : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
'''Manuel Godoy y Álvarez de Faria''' ([[Badajoz]], 1767 - París, 1851) a oa un den uhel ha polítikour spagnol, kentañ ministr [[Roue Spagn]], [[Carlos IV]] entre 1792 ha 1797, hag adarre etre 1801 ha 1808. Bez e oa dug la Alcudia ha Sueca, prins ar Paz, goude marc'hata Peoc'h Basel e 1795, titl a voe disklêriet e-maez al lezenn gant ar roue [[Fernando VII]] diwezhatoc'h, ma voe kemeret gant Godoy neuze, hag eñ en harlu, gant an titl italian a briñs Bassano.
 
Hidalgo a orin, savet d'ar galloud gant ar roue Carlos IV, a roas titloù hag enorioù dezhañ, madoù e-leizh. Ne deuas ket a-benn da virout ouzh aloubadeg Spagn ha dilez [[Carlos IV]]. An impalaer gall Napoleon Iañ a rae fae warnañ a oa, dre ma ne oa ket feal a-walc'h dezhañ, evel a welas gant aloubadeg Portugal en 1801, hag ar galv a reas d'en em sevel a-enep Bro-C'hall da vare [[emgann Jena]] e 1806.