Kastell Harlech : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot : en:Harlech Castle a zo ur pennad vat; Kemm dister
Adwel & kempenn
Linenn 1:
[[Restr:Harlech Castle with Snowdon.jpg|thumb|310px|Kastell Harlech, ha menezioù ar [[Gouezva|Ouezva]] a-dreñv.]]
 
'''Kastell Harlech''' zo ur [[kastell|c’hastell]] e kêr [[Harlech]], e [[kontelezh Gwynedd|Gwynedd]], e gwalarn [[Kembre]].
 
== Istor ==
Savet e voe ar c’hastell-se gant [[Edouarzh Iañ (Bro-Saoz)|Edouarzh Iañ]], roue [[Bro-Saoz]], etre [[1283]] ha [[1290]], goude e drec’h war [[Llywelyn ap Gruffydd]]. Emañ war un dorgenn, dreist [[Mor Iwerzhon]], gant diri hag a gas eus ar c’hastell d’an aod. Evel-se e oa posupl da vagoù, e-pad ur seziz, dont betek ar c’hastell eus Iwerzhon. Skoazell a voe degaset evel-se e-pad seziz ar c’hastell gant [[Madog ap Llywelyn]] e [[1294]]–[[1295]].
 
Meur a wech e voe lakaet seziz war ar c’hastell-se. E deroù ar {{XVvet kantved}} e voe gronnet kastell Harlech gant soudarded [[Owain Glyndŵr]]. Ha pa gouezhas ar c’hastell etre o c’hrabanoù e voe bodet parlamant Kembre eno, e [[1404]]. Met pevar bloaz war-lerc’h e oa bet adaloubet gant ar Saozon renet gant ar Priñs Herri Venoe (deut da vezañ [[Herri V (Bro-Saoz)|Herri V]], roue Bro-Saoz).
Linenn 13:
 
== Mabinogi ==
E danevelloù ar [[Mabinogi]] e oa [[Bendigeidfran]] hag e c'hoar [[Branwen ferch Llŷr|Branwen]] o chom e kastell Harlech. E-kichen ar c’hastell e c’haller gwelet un delwenn anvet ''"Y Ddau Frenin"'', gant [[Ivor Roberts-Jones]], hag a daolenn Bendigeidfran o tougen korf e [[niz]], [[Gwern]].
 
== Liammoù diavaez ==
{{Commons|Category:Harlech Castle}}
* {{cy}} {{en}} [http://cadw.wales.gov.uk/daysout/harlechcastle/;jsessionid=2FYWTgQTqwR6FhTvSspZy2QHLXVqZNkWTfX02yTtxdBbhy5HX5BV!1229382451?lang=cy Cadw - Castell Harlech] (kembraeg pe saozneg)
 
{{DEFAULTSORT:Harlech}}