Lizherennegoù jorjiek : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Meur a lizherenneg a zo bet implijet evit skrivañ ar jorjieg abaoe m'eur krog d'e skrivañ (gwelet pelloc'h). Hiziv an deiz e vez implijet an doare skrivañ anvet ''Mc'hedrouli'' (მხედრული, "skritur milourel").
 
Implijet e vez al lizherenneg jorjiek a-vremañ (''mc'hedrouli'') da skrivañ ar [[jorjieg]] dreist-holl, met ivez un nebeutnebeud [[yezhoù kaokazek]] all.
 
Teir lizherenn ha tregont a zo el lizherenneg a vez implijet hiziv an deiz evit skrivañ ar jorjieg a-vremañ. Lizherennoù all a zo bet implijet gwechall ivez (diskwelet e mouk en daolenn a-is):
Linenn 36:
Ijinet e oa bet doare-skrivañ koshañ anvet ''Asomtavrouli'' ("lizherennoù bras", gwelet a-us) pe ''Mrgvlovani'' "skritur ront" e 412 a-raok Jezuz gant beleion jorjieg ''Matra'' ([[perseg]] [[Mithra]]), bet cheñchet un tammig gant ar roue Parnavaz I ag Iberia e 284 aJ.
 
Deuet e oa war wel un doare-skrivañ all en IXvet kantved anvet ''Nousc'huri'' ("lizherennoù bihan") pe ''kutc'hovani'' ("karezennek"). Implijet e veze an [[asomtavrouli]] hag an [[nousc'houri]], anvet a-stroll ''c'houtsouri'' (ხუცური, pe "skritur an iliz"), evit sevel skridoù [[relijion|relijiel]] ma talveze al lizherennoù ''asomtavrouli'' da lizherennoù bras.
 
Deuet eo war wel al lizherenneg a vez implijet hiziv anvet ''Mc'hedruli'' (მხედრული, "skritur milourel") evit ar wech kentañ en XIvet kantved. Implijet e veze betek anar XVIIvet kantved evit sevel skridoù na dennent ket d'an iliz, met war-lerc'h e veze implijet al lizherennoù-se evit an holl skridoù, relijiel pe get.
 
== Liammoù diavaez ==