Diforc'hioù etre adstummoù "Yann-Ber Tillenon"

==Buhez hag obererezh==
 
Desavet e voe en ur familh a vourc'hizion vreizhat a orin eus [[Broioù kozh Breizh|Bro-Bagan]] o chom e Pariz. E dad-kozh a voe un drouiz eus an [[Emsav]] kentañ gant al lesanv ''Al Louzaouer''. E dad a oa Drouiz er Gorsedd, gant al lesanv "''Thenenan"''. Yann-Ber Tillenon a reas anaoudegezh gant meur a emsaver evel [[Guy Étienne]], [[Youenn Olier]], [[Morvan Marchal]] pe [[Remont Jestin]].
 
E darempred ez eas gant [[Ker-Vreiz]] adalek [[1964]]. Deskiñ a reas [[brezhoneg]] adalek [[1968]], e [[Emsav stadel Breizh|Kelc'h Debauvais]]. Goude bout bet legionour en [[lu|arme]] [[Bro-C'hall]], e [[Mururoa]], e diwezh ar [[bloavezhioù 60]] e teuas da vout un ezel eus ar [[Parti Socialiste (Frañs)|Strollad sokialour]], tost eus ar strollad spontelour eus an tu-kleiz pellañ ''[[Action Directe]]'' peogwir e oa kamalad kleiz [[Joëlle Aubron]].
Emañ e penn ar gevredigezh Ker-Vreiz abaoe [[1987]], kemmet anv ar gevredigezh-se e ''Kêrvreizh'' gantañ. En anv Kêrvreizh en deus harpet meur a oberenn lennegel vrezhonek evel ar c'helaouennoù [[Aber (kelaouenn)|Aber]] pe [[Nidiad]].<ref>Meneget eo e trugarekadennoù Niverenn 02 Nidiad evel donezoner, pajenn 4.</ref>
 
Sevel a reas ur strolladig europeour e penn kentañ ar [[bloavezhioù 90]] gant Goulven Pennaod, [[Tristan Mordrelle]] (mab da [[Olier Mordrel]]) ha [[Guillaume Faye]], ''Europa Riezel'' an anv anezhañ. Berrbad e voe ha ne zreistvevas ket muioc'h eget ur bloavezh.<ref>Gw. ''Dictionnaire de la mouvance droitiste et nationale, de 1945 à nos jours'', Jacques Leclerc, L'Harmattan, 2008, p. 394</ref> Abaoe kreiz ar bloavezhioù 90 ez embann pennadoù evit difenn keal un [[Europa]] kevredadel hervez pezh a ra "an tu-kreiz pellañ" anezhañ, dre ar mennozh pagan roman ''Concordia oppositorum'' ("Emglev ar c'hontrolioù" e [[Latin]]).<ref>Gw. e bennad [http://www.tillenon.com/index.php?id=yann-ber_tillenon_breizh40 Candidature présidentielle fédéraliste] (e galleg)</ref> Danvez kuzulier-departamant eo bet e [[2004]] evit kanton [[Lanniliz]], war ar renk evel [[Tepot Gwilhmod]]. D'ar 6 a viz Mezheven [[2006]] en doa sinet un emglev gant politikourion ouennelour eus an tu-dehou pellañ evit gwareziñ ar ouenn.<ref>Gw. [http://www.terreetpeuple.com/actualite/chroniques-par-pierre-vial/appel-de-moscou.html?2d4883b0bf7db295e9826020acb22e07=781346bb3606ccb96a2072f630651e2f Galv Moskova] (e galleg)</ref>
 
Livañ ha kizellañ a ra [[taolenn|taolennoù]] ha [[delwenn|delwennoù]] hag a denn da zanvez [[Breizh]] hag an ''Emsav'', evel poltredoù eus [[Bro-Bagan|Paganiz]], eus Guy Étienne pe Youenn Olier. E oberoù zo war ziskouez e karter [[Montparnasse]] e Pariz, e stal ''Kêrvreizh'' a zo sko ouzh bered ar c'harter-se.
Implijer dizanv