Diforc'hioù etre adstummoù "Yann-Ber Tillenon"

Levezonet e voe gant [[Goulven Pennaod]] ma reas anaoudegezh gantañ, koulz e Ker-Vreiz hag e [[Goursez Breizh]], er [[bloavezhioù 70]]. E [[1983]] e savas gantañ ar gevredigezh pagan [[Kelc'h Maksen Wledig]], a-gevret gant [[Bernez Jestin]] ha [[Tieri Gwigourel]].<ref>Gw. ''Petit dictionnaire des cultes politiques en France: 1960-2000'', Cyril Le Tallec, L'Harmattan, 2010, p. 51</ref> Kelaouenn divyezhek (brezhonek ha gallek) ar c'helc'h-se a oa ''Diaspad'' ha pennadoù a skrivas enni.<ref>Evel "La genèse de Kêr-Vreizh" e 1986.</ref> Daou bennad a skrivas er gelaouenn [[Al Liamm]], ivez : ''Yann Kel''<ref>Niverenn 184 Al Liamm, [[1977]].</ref> hag ''Evit ar re a zo en toull''.<ref>Niverenn 200 Al Liamm, 1980.</ref>
 
Emañ e penn ar gevredigezh Ker-Vreiz abaoe [[1987]], kemmet anv ar gevredigezh-se e ''"Kêrvreizh''" gantañ. En anv Kêrvreizh en deus harpet meur a oberenn lennegel vrezhonek evel ar c'helaouennoù [[Aber (kelaouenn)|Aber]] pe [[Nidiad]].<ref>Meneget eo e trugarekadennoù Niverenn 02 Nidiad evel donezoner, pajenn 4.</ref>
 
Sevel a reas ur strolladig europeour e penn kentañ ar [[bloavezhioù 90]] gant [[Goulven Pennaod]], [[Tristan Mordrelle]] ha [[Guillaume Faye]], ''Europa Riezel'' an anv anezhañ. Berrbad e voe ha ne zreistvevas ket muioc'h eget ur bloavezh.<ref>Gw. ''Dictionnaire de la mouvance droitiste et nationale, de 1945 à nos jours'', Jacques Leclerc, L'Harmattan, 2008, p. 394</ref> Abaoe kreiz ar bloavezhioù 90 ez embann pennadoù evit difenn keal un [[Europa]] kevredadel hervez pezh a ra "an tu-kreiz pellañ" anezhañ, dre ar mennozh pagan roman ''Concordia oppositorum'' ("Emglev ar c'hontrolioù" e [[Latin]]).<ref>Gw. e bennad [http://www.tillenon.com/index.php?id=yann-ber_tillenon_breizh40 Candidature présidentielle fédéraliste] (e galleg)</ref> Danvez kuzulier-departamant eo bet e [[2004]] evit kanton [[Lanniliz]], war ar renk evel [[Tepot Gwilhmod]]. D'ar 6 a viz Mezheven [[2006]] en doa sinet un emglev gant politikourion ouennelour eus an tu-dehou pellañ evit gwareziñ ar ouenn.<ref>Gw. [http://www.terreetpeuple.com/actualite/chroniques-par-pierre-vial/appel-de-moscou.html?2d4883b0bf7db295e9826020acb22e07=781346bb3606ccb96a2072f630651e2f Galv Moskova] (e galleg)</ref>
 
Livañ ha kizellañ a ra [[taolenn|taolennoù]] ha [[delwenn|delwennoù]] hag a denn da zanvez [[Breizh]] hag an ''Emsav'', evel poltredoù eus [[Bro-Bagan|Paganiz]], eus Guy Étienne pe Youenn Olier. E oberoù zo war ziskouez e karter [[Montparnasse]] e Pariz, e stal ''Kêrvreizh'' a zo sko ouzh bered ar c'harter-se.
Implijer dizanv